Damkanadenn ar gourem
Damkanadenn ar gourem (saozneg : hemline index) a zo un damkanadenn bet savet gant an armerzhour amerikan George Taylor[1],[2],[3] e 1926. Hervezañ ez eo liammet hirder brozhioù ar maouezed ouzh stad an armerzh : seul verroc'h ar brozhioù, seul welloc'h stad an armerzh. Da skouer e oa gwall verr ar brozhioù er bloavezhioù 1960 (mare ar saeoù berr e oa)[4], ha d'ar mare-se ez ae mat en-dro an armerzh. Padal e oa hir-tre ar saeoù da vare enkadenn 1929.
Gant Desmond Morris e voe adkemeret an damkanadenn-se en e levr The Naked Ape (1967).
Daveoù
kemmañ- ↑ Tamar Lewin, The hemline index, updated, International Herald Tribune, 19 a viz Here 2008
- ↑ Irene Moustakas, "Economic Theory: 'The Hemline Index'", Loans by Irene - Granite Financial (Blog), 19 a viz Eost 2008
- ↑ Gwelout ivez Henrietta Prast "Fashionomics", Wilmott Magazine, miz Even 2005, hag a laka Paul Nystrom da grouer an damkanadenn, en e levr The Economics of Fashion (1928) .
- ↑ Claire Brayford, "The Hemline Economy", Daily Express, 13 a viz C'hwevrer 2008
Liamm diavaez
kemmañUr pennad diwar-benn damkanadenn ar gourem war lec'hienn Rue89