Dangaleateg
yezh
Ur yezh tchadek eus is-skourr ar yezhoù tchadek ar reter B.1 eo an dangaleateg (dangal(éat) pe dangla) komzet gant tro-dro da 45.000 den e kreiz Tchad (1999).
Teir rannyezh ez eus:
- Dangaleateg ar c'hornôg (korbo pe karbo)
- Dangaleateg ar c'hreiz
- Dangaleateg ar reter
Diaezet e kav an dud a gomz rannyezh ar reter da gompren ar re a gomz hini ar c'hornôg met komprenet e vez mat rannyezh ar c'hreiz gant an holl.