Daniel Sanders (12 a viz Du 1819, Strelitz - 11 a viz Meurzh 1897, Strelitz) a oa ur yezhoniour, geriadurour, barzh ha troer alamanek.

Daniel Sanders

Eus ur familh Yuzevien e oa Sanders ha mont a reas d'ur skol yuzev a-raok mont d'ar Gymnasium Carolinum e Neustrelitz. Goude-se ez eas da skolioù-meur Berlin ha Halle da studiañ yezhoù, matematik hag ober un doktorelezh prederouriezh. Eus 1842 da 1852 e oa mestr-skol en e skol gozh en Altstrelitz.

E 1852 en em lakaas Sanders da studiañ a-zevri geriadur alamaneg ar baotred Grimm, Deutsches Wörterbuch. Diwar e labour e embannas ur geriadur savet gantañ, anvet Wörterbuch der Deutschen Sprache, moullet e meur a levrenn eus 1859 da 1865. Goude-se e embannas ivez e Ergänzungswörterbuch der Deutschen Sprache (1878–1885). Gantañ ivez e voe savet Fremdwörterbuch (1871), Wörterbuch der Hauptschwierigkeiten in der Deutschen Sprache (1872), Wörterbuch der deutschen Synonymen (1872) ha Lehrbuch der Deutschen Sprache für Schulen in 3 Stufen (1888). Displegañ a reas e soñjoù war an alamaneg e-barzh Katechismus der Deutschen Orthographie (1856) ha kemer a reas perzh er c'hendiviz war doare-skrivañ an alamaneg e Berlin e 1876.

Treiñ a reas ivez Kanenn ar C'hanennoù en alamaneg (1866) ha sevel a reas barzhonegoù, embannet dindan an titl Heitere Kinderwelt (1868). E 1887 e savas ar Zeitschrift für die Deutsche Sprache, a voe renet gantañ betek e varv en Altstrelitz e 1897.

Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.