De Tsjerne ("ar varazh-ribot") a oa ur gelaouenn lennegel frizek a veze embannet bep miz e Ljouwert (Friz) etre 1946 ha 1968. Kemer a reas lec’h ur gelaouenn all anvet De Rattelwacht, ha dont a reas an niverenn gentañ er-maez e miz Genver 1946. Klask a rae kas al lennegezh war-raok, en ur chom distag diouzh an emsav frizat.

Skridvarnerezh a embanne ingal ha teurel a rae he selloù war lennegezh ar broioù all ivez. E 1948 e voe embannet un niverenn gouestlet da Vreizh ha d’al lennegezh vrezhonek, enni troidigezhioù diwar skridoù gant Maodez Glanndour, Roparz Hemon, Youenn Drezen pe Jakez Riou. Niverennoù all a voe diwar-benn Fedde Schurer (1948), Edgar Allan Poe (1949), Surinam (1952), Norvegia (1955)...

E-touez kenlabourerien ar gelaouenn e c’haller menegiñ Eeltsje Boates Folkertsma, Fedde Schurer, Marten Sikkema ha Douwe Tamminga.

Liamm diavaez kemmañ