De dood van een vrek (livadur)
De dood van een vrek | |
Hieronymus Bosch, c. 1494 pe goude | |
Eoullivadur war goad derv | |
93 × 31 cm | |
National Gallery of Art | |
Washington | |
SUA | |
De dood van een vrek ("Marv un den skragn"), pe De dood van een woekeraar ("Marv un uzurer"), zo ul livadur diwar zorn al livour izelvroat Hieronymus Bosch, graet war-dro 1500-1510, hag a zo hiriv war ziskouez en National Gallery of Art e Washington.
Rannet ez eus bet ur banell dehou eus un trilivadur ; an tammoù all eo Het narrenschip ("Nev ar folled") hag Allegorie op de gulzigheid ("Alegorienn an orged").
Mennad
kemmañAn daolenn a zegas da soñj d'an dud e rankont mervel, hervez al lavar memento mori. Diskouez a ra levezon al levrioù ar XVvet kantved diwar-benn an Ars moriendi (arz da vervel), graet evit sikour ar gristenien da zibab etre Jezuz hag ar baradoz en un dorn, hag ar plijadurezhioù en dorn all. Pa dosta ar marv ne c'hall ket an den skragn mirout ouzh an temptadur, ma en gweler oc'h astenn e zorn war-du ur sac'had aour a zo kinniget dezhañ gant un diaoul, daoust ma klask un ael diskouez dezhañ an hent war du kroaz ar C'hrist, a ziskouez anezhi ur barrig gouloù gwenn.
An daolenn
kemmañAn den skragn en e wele a sell ouzh an Ankoù e toull an nor, tra ma klask e ael mat diskouez dezhañ Jezuz war ar groaz.
En diaraog e weler an den skragn evel ma oa pa oa yac'h, o verniañ aour en un arc'h, e chapeled en e zorn. Arouezioù ar galloud, tokarn, kleze, skoed, a ra dave da follentezioù ar bed.