Deadpool, pe Wade Winston Wilson, zo un dudenn ijinet er c'homics stadunanat gant Marvel Comics. Krouet eo bet gant ar skrivagner Fabian Nicieza hag an tresour ha skrivagner Rob Liefeld. Un enep-haroz eo ha gwelet e oa bet evit ar wech kentañ en The New Mutants #98 (e miz C'hwevrer 1991). Da gentañ e oa Deadpool un dudenn vil ; gant an amzer ez eo deuet da vezañ kentoc'h un enep-haroz. Deadpool, Wade Wilson e anv gwir, zo ur goprsoudard disneuziet gant ur galloud dreistordinal a-fed pareañ e gorf. An dudenn a zo brudet evel "Merc with a Mouth" dre ma vez atav o komz hag oc'h embann traoù droch pe farsadennoù.

An aktour Ryan Reynolds treuzwisket en Deadpool e-pad filmañ ar film Deadpool.

Liammoù diavaezAozañ