Dean Winchester zo un dudenn ijinet e bed ar stirad skinwel Supernatural. C'hoariet eo gant Jensen Ackles. C'hoariet ez eus bet ivez doareoù disheñvel eus an dudenn gant Hunter Brochu (babig), Ridge Canipe (bugel), Nicolai Lawton-Giustra (rak krennard), Brock Kelly ha Dylan Everett (krennard), ha Chad Everett (kozh).



Dean Winchester
c'hoariet gant Jensen Ackles

Dean a zo chaseer euzhviled, speredoù fall ha kement dañjer dreistordinal zo. Chaseal a ra gant e vreur Sam harpet gant chaseourien evel Bobby Singer hag abaoe ar pevare koulzad gant an ael Castiel.