Samuel Winchester, pe Sam Winchester, zo un dudenn ijinet e bed ar stirad skinwel Supernatural. Sam ha Dean Winchester a zo breudeur o chaseal euzhviled hag o stourm evit difenn an denelezh rak an nerzhioù fall. An dudenn a zo c'hoariet gant Jared Padalecki.



Sam Winchester
c'hoariet gant Jared Padalecki

Yaouankiz kemmañ

Sam a zo ganet d'an 2 a viz Mae 1983 a-ziwar John ha Mary Winchester e Lawrence, Kansas. Bez eo unan eus tuudennoù pennañ ar stirad skinwel Supernatural. Breur yaouankañ Dean eo, pevar bloaz a zo etrezo. Roet eo bet e anv a-ziwar anv e tad-kozh Samuel Campbell a-gostez e vamm.