Den (Douar-ar-C'hreiz)

Ar ouenn denel e Douar-ar-C'hreiz savet gant J. R. R. Tolkien eo ar vibien-den, gourel pe benel, disheñvel diouzh gouenn an elfed, ar gorrien, an orked, pe gouennoù arall.[1] Taolennet int evel tud marvel ha krouet goude an elfed. Int zo "pobloù dieub" e-touesk an ented hag ar gorrien, disheñvel ouzh an orked hag a zo ur bobl sklav.

Tolkien a arver an darempredoù etre an dud hag an elfed da ziorren temoù evel ar marv hag an divarvelezh. An istor skoueriusañ eo richenn Aragorn hag Arwen. Pa'z eo an hobbited ur ouenn a vev en un endro peoc'hus, klet ha war ar maez ec'h eo an dud boudoù liesseurt, eus tud vilen, fallakr ha digalon betek kadourien c'halloudus ha feal evel Faramir hag Aragorn ; mennet e oa Tolkien da sevel ur veurgan nevez hag a glotje gant ar mare a-vremañ evit ar Saozon.
Skolveuridi o deus graet ereoù a bep doare etre tudennoù denel Douar-ar-C'hreiz ha tud wir Europa ar Grennamzer hag an Henamzer.

Daveoù

kemmañ
  1. Straubhaar, Sandra Ballif :Men, Middle-earth, e The J. R. R. Tolkien Encyclopedia: Scholarship and Critical Assessment, pp.414–417, Routledge, 2013, (ISBN 978-0-415-96942-0)