Ent
An Ented (anvet Onodrim pe Enyd e sindarin) zo boudoù ijinet eus bed Douar ar c'hreiz krouet gant ar skrivagner breizhveurat J. R. R. Tolkien. Speredoù ar c'hoad int, krouadurioù dezho neuz gwez liesseurt, damheñvel ouzh ar gwez a gomz a gaver er vitologiezh en un niver a vroioù. O annez a reont e Koad Fangorn hag emañ Fangorn en o fenn. E-touez pobloù koshañ Douar ar c'hreiz emaint moarvat. Dont a ra o anv eus an hensaozneg, ma vez implijet ar ger ent pe eoten da envel ur « ramz », ur ouenn gevrinus a veze lakaet war he c'hont savadurioù divent ha kozh.
An Ented a weler en Aotrou ar gwalennoù zo mesaerien gwez ha kevredidi pobloù dieub Douar ar C'hreiz e-pad Brezel ar Walenn. D'ar mare-se ne oa Ent yaouank ebet (Entings) rak dianket e oa an holl vaouezed abaoe pell-kenañ. Kar eo an Ented d'an Huorned, zo deskrivet gant Treebeard evel gwez a zo krog da fiñval o-unan peotramant er c'hontrol, e-giz Ented a zeu da vezañ heñveloc'h-heñvelañ ouzh gwez gant an amzer.
Awenet gant Tolkien hag hengounioù damheñvel, gwez animated pe denheñvel zo bet gwelet en un niver a oberennoù fantazi.
Etimologiezh
kemmañAmprestet eo bet ar ger "Ent" digant an hensaozneg ent pe eoten, a dalvez "ramz". Tolkien en deus implijet ar ger a gaver en ur frazenn eus ar barzhonegoù angl-ha-saoz The Ruin ha Maxims II : orþanc enta geweorc ("labour gwidreus ar ramzed"),[1] hag a zeskriv dismantroù roman[2][3].
E Sindarin, unan eus ar yezhoù elfek ijinet gant Tolkien, Onod (plural Enyd) eo ar ger evit Ent. ar Sindarin Onodrim a ra dave d'an Ented evel gouenn[4].
Istor
kemmañOadvezh kentañ
kemmañN'anavezer hogos netra eus deroù istor an Ented. Goude d'ar Gorred bezañ lakaet da gousket gant Eru da c'hortoz donedigezh an Elfed, ar Vala Aulë a gomzas anezhe d'e wreg Yavanna "karerez an holl draoù a gresk dindan an douar"[T 1]. Respont a reas : "O annez a refont en douar, ha ne daolint ket evezh ouzh an traoù a gresk hag a vev war-c'horre an douar. Meur a wezenn a c'houzañvo krog o houarn didruez[T 2]". Hag hi ha mont davet Manwë ha goulenn digantañ gwareziñ ar gwez, ha meizañ a rejont neuze e oa an Ented, ivez, ul lodenn eus Son krouidigezh ar bed. Yavanna a lavaras neuze da Aulë, "Ra ziwallo da vugale bremañ ! Rak ur galloud a vo er c'hoadoù a vo dañjerus evite dihuniñ e gounnar." Graet e vez "maeserien ar gwez" eus an Ented[T 2]. Diwezhatoc'h, pa oa bet kannet ur bagad Korred o tistreiñ eus preizhadenn Doriath gant Beren Erchamion hag ur bagad Elfed c'hlas, e tec'has ar Gorred er c'hoad, ha maeserien ar gwez a reas ar pezh a faote kuit na achapfe nikun anezhe[T 3].
Fangorn a ra anv eus an amzer ma oa ar pep brasañ eus Eriador dindan gwez ha oa ul lodenn vras anezhe en e zamani, met gant an amzer ez eas ar c'hoadoù divent-se da hogos netra. Kadarnaet eo eñvor Fangorn gant Elrond: "Un amzer zo bet ma c'helle ur gwñiver mont a wezenn da wezenn eus ar pezh zo hiziv ar Gontelezh da Zunland er c'hornôg da Isengard"[T 4]. Eus ar c'hoad ec'hon-se, hervez Fangorn, Koad Fangorn ne oa nemet "lost ar reter"[T 5].
Entezed
kemmañFangorn a zisklêr e komañsas Maouezed an Ented, an Entezed, da bellat diouzh an Ented abalamour ma plije dezhe plantañ ha kontrollañ an traoù, e-skoaz an Ented a blije dezhe gwelloc'h ar c'hoadoù ha lezel an traoù da gemer o red naturel. Mont a reas an Entezed d'ar vro a zeufe diwezhatoc'h da vezañ an Douaroù gell en tu all d'ar stêr Anduin. Mont a rae an Ented davete gwezh an amzer. Er c'hontrol d'an Ented, an Entezed a zaremprede an dud hag a zeskas dezhe kalz a draoù diwar-benn al labour-douar. Bevañ a raent e peoc'h betek ar mare ma oa distrujet o liorzhoù gant Saoron, Da-c'houde ne oa anv ebet ken anezhe. An Ented o doa klasket anezhe hep kavout roud ebet anezhe biskoazh. Kanañ a rae an Elfed (Rak a-walc'h e oa d'an Ented "salmañ o anvioù kaer"[T 5]) e vefe adkavet an Entezed gant an Ented un deiz. E The Return of the King e asped Fangorn an Hobbited da zerc'hel soñj anezhe ha da gas ur ger dezhañ "pa glevfet an disterañ keleier" eus an Entezed "en ho pro"[T 6].
E The Fellowship of the Ring, Samwise Gamgee a veneg en deus lavaret e genderv Hal en doa gwelet ur ramz heñvel ouzh ur wezenn, ha doare un oulm warnañ, n'eo ket e-keñver e vent hepken met ivez e-keñver e neuz, e norzh ar Gontelezh[T 7]. Goude o c'hejadenn gant Fangorn, Merry ha Pippin a gomz dezhañ eus ar Gontelezh hag hemañ a respont dezhe e vije plijet ar vro-se d'an Entezed. Kement-se, war un dro gant danevell kenderv Sam meneget a-us, en deus lakaet lennerien d'en em c'houlenn hag eñ ne oa ket an Entezed o vevañ e-kichen ar Gontelezh. Tolkien e-unan a dremenas kalz amzer o prederiañ diwar-benn ar pezh a vefe c'hoarvezet da vaouezed an Ented e gwirionez (Ur wezh zoken e lavaras ne ouie ket), met a-benn ar fin e tisklêrias en e lizher Nnn 144: "Me 'soñj din ez eo aet an Entezed da get da vat, bet distrujet gant o liorzhoù e brezelioù ar C'hevredad Diwezhañ... Lod a c'hall bezañ tec'het etrezek ar reter pe bezañ deuet da vezañ sklavezed zoken ..."[T 8].
E fin an istor, Aragorn, deuet da vezañ roue, a bromet da Fangorn e c'hallo an Ented bleuñviñ adarre ha mont da vevañ da vroioù all zoken bremañ m'eo aet kuit gourdrouz ar Mordor, ha klak an Entezed. Koulskoude e respont Fangorn e c'hallfe ar c'hoadoù brasaat met ne rafe ket an Ented, ha diouganañ a ra e chomo an nebeud a Ented a van e Koad Fangorn betek ma tigresko o niver tamm-ha-tamm pe ma teuint da vezañ heñveloc'h-heñvel ouzh ar gwez. "Dont a ra an deñved da vezañ heñvel ouzh ar vaeserien, hag ar vaeserien ouzh o deñved, emezañ, met primoc'h ha klokoc'h eo ar c'hemm gant an Ented hag ar gwez"[T 5].
Kerzhadeg diwezhañ an Ented
kemmañEn Daou dour, eil levrenn Aotrou ar Gwalennoù, an Ented – habask-kenañ da gustum, hag a brederi kalz a-raok ober un dra bennak – a sav droug enne trumm ouzh Sarouman rak diskaret ez eus un niver bras eus o gwez gant e vevelien. Kerzhet a reont a-enep kreñvlec'h Sarouman, Isengard, evit Kerzhadeg diwezhañ an Ented. Renet gant Fangorn, an Ent koshañ, hag heuliet gant an hobbited Meriadoc Brandybuck ha Peregrin Took, war-dro 50 Ent, hag un arme Huorned ouzhpenn[T 5] a zistruj Isengard hag a ziskar ar murioù en-dro dezhañ[T 10] : "Pa vije savet ar mor bras e kounnar ha pa vije kouezhet war ar c'hrec'hioù, ne c'hallje ket bezañ graet brasoc'h freuz[T 11]". Kelc'hiet eo Sarouman e tour Orthanc[T 10].
Skrivañ a reas Tolkien en ul lizher en doa krouet an Ented evel ur respont d'ar "c'herse c'hwerv ha d'an doñjer en doa santet pa oa er skol abalamour d'an implij truek graet e Macbeth gant Shakespeare eus donedigezh Koad bras Birnam da vre uhel Dunsinane. "Fellout a rae din ijinañ un istor ma c'hallfe ar gwez mont d'ar brezel da vat"[T 9][5]. Ouzhpenn distrujañ Isengard, Fangorn a roas an trec'h d'ar Rohirrim en Emgann Helm's Deep, ma klaske Sarouman distrujañ Rouantelezh Rohan. Diouzh ar beure, goude un nozvezh hir a gann e wel an daou arme e oa leuniet an traoñienn gant ur c'hoad, anezhañ Ented hag Huorned fuloret, trapping arme Orked Sarouman. Tec'het a reas an Okrked er c'hoad hag eno e oant diouennet[T 12].
En Oberennoù all
kemmañAn Ented e lec'h all
kemmañE filmoù Peter Jackson, The Two Towers e 2002 ha The Return of the King e 2003, Fangorn zo ur meskaj patromoù animatronek hag krouidigezh CGI. John Rhys-Davies, hag a c'hoari Gimli ivez a brest e vouezh dezhañ[6].
The Fall of Troy en deus ur son anvet "The Last March of the Ents" war o albom eus 2003[7].
Aotreet e oa sevel un delwenn eus Fangorn graet gant Tim Tolkien, e-tal ti kozh e c'houreontr J. R. R. Tolkien e Moseley, e Birmingham[8][9]
krouadurioù damheñvel ouzh an Ented
kemmañEnted zo en embannadur kentañ ar c'hoari roll Dungeons & Dragons er Voest wenn 1974, ma oant deskrivet evel boudoù damheñvel ouzh gwez, gouest da reiñ urzhioù d'ar re-se[10] E 1975, Elan Merchandising, a oa perc'henn war ar gwirioù evit ar c'hoarioù evit oberenn Tolkien, a gasas un urzh a lakae berz war implij ar ger "ent", hag abalamour da se e oa badezet boudoù Dungeons & Dragons "treanted"[11][12]. Heroes of Might and Magic III ha V o deus Treanted kevredet gant an Elfed. Kouskoude e Heroes of Might and Magic V, abalamour da gudennoù copyright, e oa cheñchet o neuz[13] etre ar beta hag ar stumm diwezhañ, ha graet e oa pevarzroadeien anezhe[14] e-lec'h daoudroadeien[15] El levr bannoù-treset Guardians of the Galaxy hag er film, Groot zo un alien eus ur spesad arallved anvet Flora Colossi, damheñvel ouzh Ented Tolkien, anezhe gwez emskiantek a c'hall lakat lodennoù eus o c'horf da boulzañ en-dro[16].
Notennoù
kemmañ- ↑ Shippey, Tom (2001). J.R.R. Tolkien – Author of the Century. Houghton Mifflin. 88 p. ISBN 978-0-618-12764-1.
- ↑ Letters #163 to W. H. Auden, 7 June 1955
- ↑ Shippey, Tom (2005). The Road to Middle-Earth, Third, Grafton (HarperCollins). 149 p. ISBN 0261102753. “To the North are the Ents, another Old English word which had interested Tolkien ... [he] identified them with the orþanc enta geweorc, the 'skilful work of Ents' of the poem Maxims II.”
- ↑ Unfinished Tales, Index, entries for Ent, Enyd, and Onodrim
- ↑ Day, David A Dictionary of Sources of Tolkien, Octopus, 2019, ISBN:978-0-7537-3406-3, p. 345
- ↑ Nathan, Ian, "The Making Of The Two Towers", Empire, 2002 : "Treebeard will mainly be a CGI creation; this animatronic version is used for the close-ups with Hobbit actors Billy Boyd and Dominic Monaghan."
- ↑ The Fall of Troy at AllMusic, AllMusic
- ↑ "Moseley Statue", 5 a viz Gwengolo 2007 Diellaouet eno
- ↑ "Tolkien statue gets the go ahead", BBC News 02/03/2007 : "The statue was approved by Birmingham City Council planners at a meeting on Thursday [1 a viz Meurzh 2007] night."
- ↑ Gygax, Gary, and Dave Arneson. Dungeons & Dragons (3-Volume Set) (TSR, 1974)
- ↑ (2018) Dungeons & Dragons Art & Arcana: A Visual History. Ten Speed Press. 71 p. ISBN 978-0399580949.
- ↑ Gygax, Gary. Gary Gygax (Interview). TheOneRing.net.
- ↑ "Mods and fixes", Heroes of Might and Magic, 02/10/2020
- ↑ [http://www.heroesofmightandmagic.com/heroes5/sylvan_creatures.shtml#CREATURE_TREANT "Sylvan creatures", Heroes of Might and Magic, 02/10/2020
- ↑ "Rampart creatures", Heroes of Might and Magic, 02/10/2020
- ↑ Zambrano Mark, "Guardians of the Galaxy: 15 Things You Didn't Know About Groot", Screen Rant, 05/05/2017
Daveoù
kemmañ- Reiñ a ra ar roll-mañ lec'h pep arroudenn e skridoù Tolkien.
- ↑ The Silmarillion, Valaquenta
- ↑ 2,0 ha2,1 The Silmarillion, "Quenta Silmarillion" pennad 2: "Of Aulë and Yavanna"
- ↑ The Silmarillion, "Quenta Silmarillion", pennad 22 "Of the Ruin of Doriath"
- ↑ The Fellowship of the Ring, levrenn II, Pennad 2: "The Council of Elrond".
- ↑ 5,0 5,1 5,2 ha5,3 The Two Towers, levrenn III, Pennad 4: "Treebeard".
- ↑ The Return of the King, levrenn VI, pennad 6 "Many Partings"
- ↑ The Fellowship of the Ring, levrenn I, Pennad 2: "The Shadow of the Past".
- ↑ Letters #144 to Naomi Mitchison, 25 April 1954
- ↑ 9,0 ha9,1 Letters, No. 163, footnote, pp. 211–212.
- ↑ 10,0 ha10,1 The Two Towers, levrenn III, Pennad 9: "Flotsam and Jetsam".
- ↑ The Two Towers, levrenn III, Pennad 8: "The Road to Isengard"
- ↑ The Two Towers, levrenn III, Pennad 7 "Helm's Deep"
Levrlennadur
kemmañ- J. R. R. Tolkien, Christopher Tolkien et Humphrey Carpenter (trad. Delphine Martin et Vincent Ferré), Lettres [« Letters of J.R.R. Tolkien »]
- Dickerson, Matthew T. (2011). Ents, Elves, and Eriador, University Press of Kentucky, Culture of the Land (in en). 344 p. ISBN 978-0-8131-2418-6. .
- (en) Wayne G. Hammond et Christina Scull, The Lord of the Rings: A Reader's Companion, Harper&Collins, 2005 (ISBN 0-00-720907-X).
- (en) James I. McNelis III, « "The tree took me up from ground and carried me off" : A Source for Tolkien’s Ents in Ludvig Holberg's Journey of Niels Klim to the World Underground », Tolkien Studies : An Annual Scholarly Review, West Virginia University Press, vol. 3, 2006, p. 153-156 (DOI 10.1353/tks.2006.0022).
- (en) Corey Olsen, « The Myth of the Ent and the Entwife », Tolkien Studies : An Annual Scholarly Review, West Virginia University Press, vol. 5, 2008, p. 39-53 (DOI 10.1353/tks.0.0013).