Ar fantazi, pe fantasy e saozneg, zo ur mod arzel ha lennegel evit kontañ darvoudoù dreistnaturel ijinet, ha peurvuiañ int liammet ouzh ar mojennoù, gant hudouriezh ha kammamzeriadoù.

couverture de la revue Weid Tales en (1934) figurant une aventure de Conan par Robert E. Howard
Golo ar magazin pulp amerikan Weird Tales. Niverenn bet embannet e miz Eost 1934, enni unan eus troioù-kaer Conan gant Robert E. Howard.

E mod lennegel ar fantazi n'eo ket souezhus gwelet traoù dreistnaturel. Peurliesañ e vez degemeret an traoù dreistnaturel e bed ar fantazi evit displegañ penaos e ra ur bed ijinet evit mont en-dro.

Setu an diforc'h etre ar fantazi, ar moliac'h (ma vez trubuilhet reolennoù ar bed ordinal gant an dreistnaturel), ar skiant-faltazi (ma vez ijinet araokadennoù skiantel pe teknologel), hag ar spont (ma vez klasket lakaat en aon pe en anken).


Istor ar fantazi

kemmañ

[[Fichier:Paolo_Uccello_047.jpg|liamm=https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Paolo_Uccello_047.jpg%7Calt=%7Ckleiz%7Cthumb%7CSant-Jord o parfoeltrañ an aerouant, taolenn gant Paolo Uccello, war-dro 1456. Un danevell vrudet er buhezioù sent, hag ur c'hliched adkavet ingal er skridoù fantazi.]]

Peurvuiañ e kreder e gaou eo bet krouet ar fantazi diwar ar skridoù lennegel eus an Henamzer gouestlet da sujedoù mojennel (Meurgan Gilgamech e Mezopotamia kozh, an Ilias hag an Odysseia en Henc'hres, ar Mahābhārata en India kozh, pe ar sagaoù giz an Norzh pe an Island evel an Eddaoù), pe diwar an oberennoù skrivet er Grennamzer er C'hornôg (danvez Breizh diwar-benn ar c'helc'h Arzhuriek, ar romantoù marc'hegiezh, ar gwerzioù-meur, ar meurgan hensaoznek Beowulf, hag e danevelloù kembraek ar Mabinogi) ; er Reter (kontadennoù pers Ar mil nozvezh hag unan) ; en Azia (ar Genji Monogatari el lennegezh japanat (源氏物語 / げんじものがたり, "danevell Genji"[1]) hag ar romant sinaat Xī Yóu Jì (西游记, "Ar veaj d’ar C’hornôg").

Kalz a zanvezioù marvailhus a gaver en testennoù sakr kozh (dreist-holl er Bibl, er C'horan hag en Tanac'h) hag er buhezioù-sent (al Legenda aurea gant Jacobus de Voragine en XIIIvet kantved da skouer).

N'eo ket aes mont ken pell en amzer dre ar skridoù kozh peogwir e cheñch termenadur ar fantazi hag an istor gant an amzer. Ne dalvezent ket ar memes tra hervez ar prantad istorel.

Gwelloc'h eo ober anv eus fantazi p'eo splann eo bet skrivet an destenn evit an dudi. Daoust da-se e c'haller bezañ ken dudiet, hiziv an deiz, gant an testennoù kozh-se hag an testennoù faltazi skrivet n'eus ket pell.


Diouzh ar c'hiz e oa ar c'hontadennoù adalek an Azginivelezh hag adskrivet e vezent e doareoù lennegel all. Ar fantazi a vremañ a vije deuet war wel, war hir dermen, diwar al lusk-se. Dav eo ober an diforc'h avat etre stumm ar c'hontadennoù diouzh un tu, ha stummoù ar fantazi diouzh un tu all (ma reer kentoc'h gant stumm ar romant, ar c'helc'h romantel, an danevell pe gant skoroù all evel ar skeudennoù, ar sinema pe ar c'hoarioù).

Ar fantazi a vije deuet war wel dre al lañs a oa war dastum ar c'hontadennoù pobl, al lennegezh dre gomz ha gwarez ar folklor (labourioù Fañch an Uhel pe Paul Sébillot da skouer). Ar c'hontadennoù dastumet er mareoù-se n'int ket testennoù fantazi koulskoude int danvezioù awenus a-bouez.

Lennegezh

kemmañ

Hervez ar skridvarnourien e vije deuet ar fantazi war wel da vat en XIXvet kantvet gant ar skrivagner George MacDonald eus Bro-Skos (Phantastes e 1858, The Princess and the Goblin e 1872), ar skrivagner, livour hag arkitektour William Morris eus Bro-Saoz (The story of the Glittering Plain, or The Land of Living Men e 1891, The Wood Beyond the World e 1894, The Well at the World’s End e 1896) hag en doa levezonet J. R. R. Tolkien ha C. S. Lewis.

D'ar mareoù-se e veze implijet alies an temoù marvailhus e bed ar sonerezh klasel, awenet ma oa gant ar folklor hag ar mojennoù, evit krouiñ oberennoù. Gant an danvezioù-se eo bet maget awen ur bern skrivagnerien fantazi. Da skouer e c'haller menegiñ Der Ring des Nibelungen, un detralogiezh gant Richard Wagner e 1869, awenet gant ar mojennoù germanek ha norsek.

En XXvet kantved e oa bet muioc'h-mui a dud dedennet gant ar fantazi. E 1904 e Frañs e oa bet embannet ar romant Les Centaures gant André Lichtenberger (kontañ a ra un eil ragistor ma vev Mab-den en ur bed gant tud-varc'h, tritoned ha faoned) ; d'ar mare-se e oa bet rummet ar romant-se e seurt ar moliac'h, ha goude-se e oa bet brudet evel unan eus al levrioù fantazi kentañ. E bed al lennegezh e Breizh-Veur e oa bet embannet romantoù evel The Worm Ouroboros gant E. D. Eddison e 1922, pe The King of Elfland's Daughter gant Lord Dunsany e 1924. Hope Mirrlees zo unan eus ar romantourezed kentañ o skrivañ er seurt-se, gant Lud-in-the-Mist, embannet e 1926. Er bloavezhioù 1930 e oa bet embannet The Sword in the Stone gant T. H. White, ur romant awenet gant ar c'helc'h arzhuriek (ar studioioù Disney o doa lakaet seveniñ an dresadenn-vev Marzhin ar strobineller diwar ar romant-se e 1963). Er bloavezhioù 1940 ha 1950 en doa graet berzh Mervyn Peake, barzh, skeudennaouer, livour ha romantour, ha brudet eo dreist-holl evit un heuliad romantoù anvet Ghormenghast.

  1. https://www.dictionnaire-japonais.com/w/7284/%E6%BA%90%E6%B0%8F%E7%89%A9%E8%AA%9E