Denis Sassou Nguesso

(Adkaset eus Denis Sassou-Nguesso)

Denis Sassou Nguesso (ganet d'an 23 a viz Du 1943) zo ur soudard, ur politikour kongoat ha prezidant Republik Kongo adalek 1979 betek 1992 hag adarre abaoe 1997. Deuñv Omar Bongo eo.

E 1969 e kemeras perzh e krouidigezh ar PCT (Parti Congolais du Travail) hag e 1979 e voe anvet da brezidant Republik Poblel Kongo. Addilennet e voe da brezidant gant ar PCT e 1984 hag e 1989. E 1992 e kollas an dilennadegoù. Goude bezañ tremenet daou vloaz e Bro-C'hall e tistroas d'e vro e 1997. Ur brezel diabarzh a darzhas neuze etre un arme savet gantañ hag arme Pascal Lissouba, prezidant Kongo. War-dro 400 000 den a vefe bet lazhet etre miz Mae ha miz Here 1997. Trec'h e voe Sassou Nguesso a en em lakaas en-dro da brezidant ar vro d'ar 25 a viz Here dre un taol-stad. Aozañ a reas ur referendom e 2002 evit cheñch ar vonreizh war batrom Bonreizh ar Vvet Republik c'hall : renad prezidantel, respet a 7 bloaz, mouezhiañ hollek eeun, gouarnamant renet gant ar prezidant. Dilennet e voe e 2002, 2009 ha 2016 e-kerzh dilennadegoù amsklaer. Ur vonreizh nevez a voe degemeret e 2015 dre referendom.

Bilañs armerzhel

kemmañ

Bevañ a ra 70% eus ar boblañs gant dindan 1 dolar bemdez, daoust da binvidigezhioù ar porzhioù, ar mengleuzioù hag an tirreoul[1]. Dle ar vro a oa brasañ ar bed dre annnezad er penn-kentañ, ha morse n'eo bet daskoret. Ingal eo bet ar c'hresk ekonomikel abaoe.

Tamalloù

kemmañ

E-touez an aferioù-barn eo bet taolet ar bec'h warnañ emañ lazhadeg ar Beach hag afer ar madoù akuizitet fall. 18 ti a-stroñs ha 112 kont-bank en defe e Bro-C'hall.

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù

kemmañ