Pascal Lissouba (15 Du 1931 - 24 Eost 2020) zo ur politikour eus Republik Kongo, bet prezidant ar vro etre 1992 ha 1997.

Ober a reas e studioù e Nice, Tunis ha Pariz a-raok distreiñ da Gongo e 1962. Pa oa Alphonse Massamba-Débat prezidant e voe lakaet Lissouba da vinistr al labour-douar ha goude-se da vinistr kentañ. Etre 1979 ha 1990 e oa repuet e Bro-C'hall ha distreiñ a reas d'e vro pa voe rediet Denis Sassou-Nguesso da gas Kongo war-zu an demokratelezh. Trec'h e voe en dilennadeg 1992, an hini kentañ aozet er vro abaoe an dizalc'hiezh.

Ur brezel diabarzh a darzhas e 1997 pa zistroas Sassou-Nguesso da Gongo hag e miz Here e voe ret da Lissouba tec'hel kuit ha kavout repu e Londrez.