Der Krieg ("Ar Brezel"), anvet raloc'h Dresden War Triptych, zo un deirzaolenn (gant ur predella[1]) gant al livour alaman Otto Dix. Stumm hag aozadur an daolenn zo deuet eus teirzaolennoù arz relijiel an Azginivelezh.
E 1929 e voe boulc'het al livadur, hag echuet e 1932. Bez eo bet lakaet da arvestiñ er Galerie Neue Meister e Dresden abaoe 1968. Unan eo eus labourioù peoc'hgarour niverus Dix er bloavezhioù 1920 eo. Awenet eo bet gant eñvorennoù an aozour eus brezel ar fozioù-difenn e-pad ar C'hentañ brezel-bed.

Der Krieg
teirzaolenn
Deiziad krouiñ1930s Kemmañ
TitlDer Krieg (Triptychon) Kemmañ
Lec'hGalerie Neue Meister Kemmañ
Krouet gantOtto Dix Kemmañ
Danvez implijetmixed technique, panel Kemmañ
DastumadStaatliche Kunstsammlungen Dresden Kemmañ
Niverenn renablGal.-Nr. 3754 Kemmañ
An daolenn Der Krieg gant Otto Dix (18911969)

Notennoù

kemmañ
  1. predella : ger italianek evit komz eus rann izelañ liestaolenn ur sternaoter.