Devezh an timbroù

(Adkaset eus Devezh an Timbroù)

En un nebeud broioù e vez embannet bep bloaz un timbr gant an alc’hwez Devezh an timbroù gant melestradurezh ar Postoù, evit brudañ implij an timbroù-lidañ hag an dimbrawouriezh. Un abeg evit kinnig un diskouezadeg eo ivez.

Timbr Saarland

Alies a-walc’h e vez tennet danvez an timbr digant bedig-bed ar Postoù : paotred-al-lizheroù gwechall, ar c’hirri-tan implijet gant ar velestradurezh evit treuzdougen al lizheroù, skeudenn an timbr kentañ bet moullet er vro, hag all.

Abaoe un toullad bloavezhioù e klask Postoù Bro-C’hall broudañ ar re yaouank da doullañ un dastumadenn dre embann skeudenn harozed bannoù-treset brudet,Lucky Luke ha Tintin da skouer.

Bloavezh kentañ an embann hervez ar broioù :