Lucky Luke, an den hag a denn buanoc'h eget e skeud, war pevare pajenn ar golo klasel
Sous le Ciel de l'Ouest (1952), golo an embannadur blot orin

Lucky Luke zo un heuliad bannoù-treset gallek savet gant ar Belgiat Morris er gelaouenn Journal de Spirou e 1946.
Anvet eo diouzh e dudenn pennañ Lucky Luke, ar c'how-boy digenvez eus ar Far-West, brudet evit bezañ « an den a denn buanoc'h eget e skeud ».

EmbannadurioùAozañ

 
Lucky Luke ha Jolly Jumper evit ar wech kentañ en Arizona 1880 (1946)

An istorioù kentañ a voe embannet er gelaouenn Journal de Spirou etre ar bloavezhioù 1940 ha 1960, ha war lerc'h er gelaouenn Pilote a-raok dont er-maez e stumm albomoù.

Kenlabourat a reas Morris gant ar senarioour René Goscinny etre 1955 ha 1977.

An albomoù 1 da 31 zo bet embannet e ti Dupuis, an albomoù 32 da 72 zo bet embannet e ti Lucky Productions ha Lucky Comics. E 1968, diwar ali Goscinny, ec'h asantas Morris Dupuis ha mont da di Dargaud. Goude marv Goscinny e 1977 e labouras Morris gant oberourien all, Xavier Fauche, Jean Léturgie ha Lo Hartog Van Banda en o zouez.

Goude marv Morris e 2001 e reas Achdé (tresadennoù) ha Laurent Gerra (senario) war-dro an heuliad, gant un nivereladur nevez.

En holl, 75 albom Lucky Luke zo bet embannet betek hiziv. E 23 yezh eo bet troet an heuliad.

An heuliadAozañ

I'm a poor lonesome cowboy… ("Ur paourkaezh cow-boy digenvez zo ac'hanon") : adalek an albom Des rails sur la prairie e kan Lucky Luke an ton-mañ e fin e droioù-kaer, en ur bellaat war-du an heol o vont da guzh.

I'm a poor lonesome cow-boy
and a long long way from home.

« Ur paourkaezh cow-boy digenvez zo ac'hanon
ha hir eo an hent betek ar gêr. »

Guest starsAozañ

Tresoù tud vrudet zo bet lakaet da lod tudennoù er stirad Lucky Luke.

TudennoùAozañ

An albomoùAozañ

An heuliad klaselAozañ

E ti DupuisAozañ

E ti DargaudAozañ

Troioù-kaer Lucky Luke diouzh MorrisAozañ

Anv nevez an heuliad goude marv Morris.

Albomoù troet e brezhonegAozañ

Daou albom zo bet embannet e brezhoneg er bloavezhioù 1970 : Pare Paotred Dalton ha Ma Dalton.
N'eus ket pell zo e voe embannet Ar Pevar Sant Dalton gant BZH5, troet gant Brieg ar Menn ha lizherennet gant Malo ar Menn.

Heuliadennoù allAozañ

E-maez rummadAozañ

  • La Bataille du riz, embannet gant Total e 1972
  • La Ballade des Dalton (07/1978) Morris & Goscinny
  • Mac chez les Indiens (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Un Cheik au Far West (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Lucky Luke se marie !? (embannet gant Esso e 1995) Testenn ha tresadenn diouzh Morris
  • Lucky Luke et le Piano (embannet gant Chevron e 1976)
  • Le Cuisinier français, Lucky Comics (02/2003), gant Claude Guylouis (profet pa oa prenet un albom)

A bep seurtAozañ

Lucky Luke er sinema hag er skinwelAozañ

Filmoù
Tresadennoù-bev hir

DeveradurioùAozañ

  • Lucky Luke a oa ur gelaouenn viziek eus C'hwevrer 1974 da C'hwevrer 1975.
  • Ar ganaouenn Les Dalton kanet gant Joe Dassin e seblant bezañ awenet gant ar stirad.
  • Lucky Luke : un arvest ruzikat arzel gant Philippe Candeloro.
  • Ur c'hoari stroll zo anezhañ : Lucky Luke Wanted (2002), embannet gant MB evit 2 da 6 c'hoarier.
  • Ur c'hoari video zo ivez.
  • E Charleroi ez eus bet savet un delwenn eus Lucky Luke war Jolly Jumper.

Liammoù diavaezAozañ