Alfred Hitchcock
Alfred Hitchcock (13 Eost 1899 e Leytonstone, Bro-Saoz; † 29 Ebrel 1980 e Los Angeles er Stadoù-Unanet) a oa ur filmaozer saoz hag en doa labouret er Stadoù-Unanet dreist-holl goude an Eil Brezel-bed. Ouzhpenn hanter-kant film hir en deus savet e-pad e garierenn, en o zouez meur a bennoberenn eus ar seizhvet arz evel Rear Window (anvet Fenêtre sur cour e galleg, 1954), Psycho (Psychose, 1960), North by Northwest (La Mort aux trousses, 1959) ha Vertigo (Sueurs froides, 1958). Ur bern nevezentioù en deus degaset d'ar modoù filmañ, ha se zo kaoz e seller outañ evel unan eus ar filmaozerien en deus modernaet ar sinema ar muiañ gant Murnau hag Eisenstein. Lesanvet eo "Mestr ar Suspens", abalamour ma oa ur mailh evit spontañ ha skrijañ ar sellerien, a chome en enkrez e-pad ar film penn-da-benn. Aktourien diouzh ar c'hiz e Hollywood o deus c'hoariet dirak e gamera, evel da skouer Cary Grant, Ingrid Bergman ha Grace Kelly. Ken brudet all e oa Hitchcock en e amzer dija : berzh-spontus a rae e filmoù koulz hag e abadenn tele Alfred Hitchcock Presents (1955–65), hag anavezet mat e oa dre ma veze gwelet buan-ha-buan en darn vuiañ eus e oberennoù (cameo a vez graet eus an teknik-se).
Buhez
kemmañGrafour e oa e vicher gentañ : sevel a rae bruderezh evit un embregerezh funioù tredan. Er bloavezhioù 1920 e kavas fred e bed ar sinema e studioioù e Londrez. Da gregiñ ganti e skrivas etretitloù evit filmoù mut, a-raok mont da skoazeller da gentañ ha da sevener da c'houde. Er bloavezhioù 1930 e tapas brud tamm-ha-tamm gant filmoù evel The Man Who Knew Too Much (1934), The 39 Steps (1935) ha The Lady Vanishes (1938).
Just a-raok ar brezel ez eas Hitchcock d'ar Stadoù-Unanet da labourat e Hollywood. Rebecca (1940), ar film kentañ a savas eno, a yeas daou Oscar gantañ e 1941 : hini ar film gwellañ hag hini al luc'hskeudenniñ gwellañ. Er bloavezhioù 1940 e filmas un nebeud eus e oberennoù brudetañ evel Spellbound (1945) ha Notorious (1946), a oa awenet o-daou gant ar bredelfennerezh. E 1948 e savas ur film e liv evit ar wech kentañ, Rope e anv.
Er bloavezhioù 1950 e teuas Hitchcock da vezañ brudet-meurbet, ken bras e oa berzh e filmoù nevez. Tri anezho a savas lerc'h-ouzh-lerc'h gant Grace Kelly da aktourez pennañ : Dial M for Murder (1954), Rear Window (1954) ha To Catch a Thief (1955). Ur stumm nevez eus The Man Who Knew Too Much a reas e 1956, gant James Stewart ha Doris Day en dro-mañ. E 1958 e filmas Vertigo, a zo kontet da vezañ unan eus ar gwellañ filmoù suspens a zo bet a-holl-viskoazh. Pennoberennoù eo ivez an tri film a savas war-lerc'h : North by Northwest (1959), Psycho (1960) ha The Birds (1963). D'an arbennigourien koulz ha d'an arvesterien eo plijet an holl filmoù-se, a seller outo evel oberennoù skouer hiziv an deiz c'hoazh, pa oa Hitchcock e barr e arz. Pemp film all a savas ar filmaozer saoz goude se : Marnie (1964), Torn Curtain (1966), Topa z (1969), Frenzy (1972) ha Family Plot (1976). E fin ar bloavezhioù 1970 e washaas dezhañ, ken ma n'hallas ket filmañ The Short Night, war buhez ar spier George Blake, daoust m'en doa skrivet ar senario.
E miz Ebrel 1980 ez eas da Anaon, d'an oad a 80 vloaz.
Filmadurezh
kemmañSevener
kemmañ
|
|
Skinwel
kemmañUr filmaozer enoret
kemmañ- Anvet eo bet 5 gwezh en Oscar da wellañ filmaozer met morse n'en deus bet ar priz. Un priz a enor en doa bet memestra e 1968.
- Tri film savet gantañ (Notorious, I Confess, The Man Who Knew Too Much) zo bet war ar renk er Festival de Cannes ; kazeg en deus graet bep taol.
- E 1980 e oa bet graet Marc'heg komandour Urzh an Impalaeriezh Vreizhveuriat gant ar rouanez Elesbed II.
- Un delwenn arem anezhañ zo e Dinarzh, kêr Festival ar filmoù breizhveuriat.