Serge Gainsbourg

skrivagner gallek (1928–1991)

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Lesanv Julien grix, Gainsbarre, Ar paotr e benn-kaol
Anv Lucien Ginsburg
Ganedigezh 2 a viz Ebrel 1928 Pariz
Marv 21 a viz Meurzh 1991 Pariz
Rummad kanañ Son gall, Reggae ha Pop
Micher Oberour-kompozer-kaner, Filmour ha Aktour
Rummad vouezh Baryton
Benveg sonerezh Piano, gitar, akordeoñs, armonika
Label(où) Philips (strollad Universal Music)

Serge Gainsbourg, bet ganet Lucien Ginsburg d'an 2 a viz Ebrel 1928 e Pariz (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) ha marvet d'an 2 a viz Meurzh 1991 er memes kêr, a oa un aktour, livour, kaner-sonaozer, filmaozer, pianoour, skrivagner, ha saver senario gall.

Mab e oa da zivroerien yuzev rus. En e yaouankiz e hunvree bezañ livour. Dont a reas da vezañ brudet e-giz kaner-sonaozer, ha stekiñ a reas ouzh meur a zoare-sonerezh, met ivez ouzh ar sinema hag al lennegezh. Koulskoude, pa grogas da vont war al leurenn ne oa ket ken aes ha se dre e gorfelezh diaes. E vuhez pad, Serge Gainsbourg a c'houzañvas dre m'en doa ar santimant da vezañ laosket a-gostez ha dre ar skeudenn a gase dezhañ e velezour : hini ur paotr termenet e-giz droch. Krouet en deus meur a film, videooù-klipoù ha kompozet ouzhpenn 40 bandenn-sklent.

A-benn ar fin en em krouet eo ur skeudenn barzher milliget hag arveller. Testennoù e ganaouennoù a c'hoari kalz war ur ster doubl hag a ro ur skeudenn eus e goust evit an arvell, dreist-holl orgedus (Lemon Incest) pe gadalek (Love on the Beat). Plijout a ra ivez da Serge Gainsbourg c'hoari gant e venegoù lennegel evel Alphonse Allais (l'Ami Caouette) pe Paul Verlaine (Je suis venu te dire que je m'en vais). Koulskoude, soñjal a ra dezhañ e oa ar c'hanaouennoù, ha dreist-holl komzoù ar c'hanaouennoù, evel un dra ha n'eo ket ken pouezus ha se, memes ma implije stummoù barzhek evel e-barzh Comment te dire adieu ?.


Dre zaremprediñ ha daremprediñ, Gainsbourg a hoalo merc'hed brav-tre, eus Brigitte Bardot da « Bambou », Caroline Paulus eus e wir anv, hag a roio dezhañ e vugel diwezhañ, Lucien, « Lulu », en ur dremen dre Jane Birkin, gant piv en do e verc'h Charlotte Gainsbourg.


Buhezskrid

kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

E dad, Joseph Ginsburg, a-raok bezañ dedennet gant al livadur, a zo aet da Skol-Sonerezh Sant-Petersbourg, ha da hini Moskov evit studiañ ar sonerezh : dibabet en doa ar piano. Hag, e Krime, kejañ a ra gant Olia Besman, ur mezzo-soprano hag a zeuio da vezañ e wreg. Joseph hag Olga a guitaas Rusia e 1919, evit mont da B/Pariz, evit tec'hel rak ar brezel hag ar volcheviked, en ur dremen dre Istanboul, ha dre vMarselha. Joseph a oa c'hoarier piano en un ostaleri hag Olga a gane er skol sonerezh rusian. Bevañ a reont rue de la Chine en 20vet arondisamant Pariz. Bez' o deus ur mab kentañ, Marcel, hag a varv yaouank gant kleñved. Bez' o devo da c'houde ur plac'h, Jacqueline, e 1926, ha gevelled, Liliane ha Lucien, anvet bremañ Serge Gainsbourg, e 1928.

Bloavezioù an eil brezel bed a zo bet diaes dezho : Serge a zo bet rediet da zougen ar steredenn velen. Ret e vo dezhañ mont da guzhat er c'hoadoù e-pad tri devezh dre m'emañ an SS o klask war-lerc'h ar Yuzevien. Ar familh a gavo repu e proviñs, en ur gêriadenn eus Haute-Vienne, e 1944, dindan anv Guimbard.

En distro da Bariz, goude an dieubidigezh, ar familh vihan a chomo er 16vet arondisamant e Pariz. Lucien a zilez e vloavezhioù skol un tamm a-raok ar vachelouriezh el lise Condorcet. Enskrivañ a ra neuze e skol an arzoù met aet eo skuizh gant al live uhel matematik hag e leuskel a ra da gouezhañ. Ober a ra anaoudegezh gant Élisabeth Levitskye e 1947, hag e vo e gompagnunez betek o eured d'an 3 a viz Du 1951.

Ar bloavezh 1948 a zo ur bloavezh pouezus dre ma ra Lucien e servij soudard e Courbevoie e_lec'h ma vo kaset alies d'an toull-bac'h evit disujidigezh. Kregiñ a ra amañ e "brantad " alkol, en em vezviñ a ra gant ar gwin a-gevret gant kamaraded e rejimant. Er prantad-mañ en deus desket seniñ gitar ivez.

E penn kentañ e bed ar sonerezh

kemmañ

Kanaouennoù kentañ en deus kompozet Serge a zo bet da 22 vloaz. Ober a ra war-dro ar fonksion edukatour evit ar vugale yuzev savetaet eus ar c'hampoù nazi, e kreizenn Champsfleur. Deuet e oa amañ nemet evit gounit un tamm arc'hant met kemer a ra perzh ha kelenn a ra d'ar vugale tresañ, ober a ra troioù-hud, ober a ra war-dro al laz-kanañ, aozañ a ra beilhadegoù a-gevret gant e c'hitar ha sonioù en deus kompozet. Betek 30 vloaz, Serge Gainsbourg a vev gant labourioù bihan. Kelenner eo bet war an tresañ, war ar c'han, evezhier... Met e dudi pennañ eo an tresañ.

E-pad vakañsoù pask 1954 engouestlet eo e-giz soner piano en Touquet, gwelout a raio e gevrat nevesaet ar bloavezh war-lerc'h. Amañ e raio anaoudegezh gant e gempenner da-zont, Alain Goraguer. E miz Gwengolo eo gopraet e tavarn Madame Arthur e-giz soner piano adarre hag e-giz mestr laz-soniñ. Kemer a ra e dad ul labour all dezhañ e Milord l'Arsouille. Un nozvezh e ra anaoudegezh gant Boris Vian. Eñ a ziviz cheñch e anv Lucien evit dont da vezañ Serge.

E album kentañ, Du chant à la une, a ziston met a zo ur c'hwitadenn genwerzhel. Remerket eo gant Marcel Aymé. E vestr Boris Vian, a-raok mervel e 1959, a laka anezhañ da dennañ ouzh Cole Porter.

Ober a ra anaoudegezh gant Elek Bacsik ha Michel Gaudry, goulenn a ra diganto ober ur bladenn gantañ. Bez' e vo Gainsbourg Confidentiel merket gant ur jazz modern-tre hag a blije kalz da Serge Gainsbourg, met, gouzout a ra, ne c'hello ket permetiñ dezhañ tizhout an trec'h. Ar bladenn-se a zo gwerzhet nemet da 1500 skouerenn. E bladenn da-heul Gainsbourg Percussions a zo awenet gant ul lusk afrikan gant Miriam Makeba ha Batatunde Olatunji.

Pa grog da vezañ anavezet

kemmañ

O skrivañ evit Juliette Gréco (Accordéon, La Javanaise) ha Petula Clark (La Gadoue) e krogo d'ober berzh, met gant Françoise Hardy (Comment te dire adieu ?) ha dreist-holl gant France Gall e teuio a-benn da gaout ur publik yaouank. Goude e sonioù brudetañ (N'écoute pas les idoles, Laisse tomber les filles), France Gall a c'hounez, e 1965, priz bras kenstrivadeg Eurovision ar ganaouenn goude bezañ choazet an titl Poupée de cire poupée de son, skrivet gant Gainsbourg, e-touez an dek a oa kinniget dezhi. Ar ganaouenn-se a zeu da vezañ ur ganaouenn etrebroadel brudet war an holl wagennoù radio ha France Gall a enroll anezhi e japaneg zoken. Gainsbourg a gendalc'h e berzh gant France Gall, e 1966, a-drugarez da Baby Pop ha dreist-holl Sucettes à l'anis.

Bevañ a ra un istor garantez berr gant Brigitte Bardot, e fin 1967, ha skrivañ a ra ar ganaouenn Initials B.B. goude bezañ skrivet dezhi meur a ditl : Harley Davidson, Bonnie and Clyde, Je t'aime ... moi non plus, hemañ ziwezhañ a zo bet enrollet e koublad, e 1967, en un doare siñfonienn hag a zo bet brudet ar bloavezh da c'houde gant Jane Birkin (ar stumm orin a yelo er-maez nemet e 1986, a zo brudet-kenañ ivez).

E 1968 e ra anaoudegezh gant Jane Birkin. Je t'aime ... moi non plus ha 69 Année érotique, kanaouennoù skrivet dezhi, a zo brudet-tre. Dont a reont e-pad 10 bloaz da vezañ ur c'houblad lakaet kalz war-raok gant ar mediaioù, e ditloù bras an neventi.

Ar bloavezhioù 1970 a vo merket gant skritur ha kompozadur pevar album nevez : Histoire de Melody Nelson e 1971, Vu de l'extérieur (hag e ganaouenn Je suis venu te dire que je m'en vais) e 1973, Rock around the bunker e 1975, ha L'homme à la tête de chou gant Variations sur Marilou e 1976. Ar pladennoù-se n'o deus ket kement a vrud kenwerzhel (30000 skouerenn gwerzhet). LHistoire de Melody Nelson a zo degemeret gant ar gazetennoù e-giz « le premier vrai poème symphonique de l'âge pop ». Ar bladenn Rock around the bunker en doa meur a ditl hag a oa atahinour, e-giz an titl Nazi rock, SS si bon pe Tata teutonn. Met, e fin ar bloavezhioù 1980, ar bladenn-se a vo Pladenn aour. Sevel a ra ivez sonioù brudet evel L'Ami Caouette. E 1979, kejañ a ra gant ar strollad rock Bijou war al leurenn hag e ouelo un tamm zoken : an arvesterien yaouank a ra dezhañ ur youadeg.

E miz Mae 1973, Serge Gainsbourg a zo drouktizhet gant un taol-kalon. Diskleriañ a ra d'ar c'hazetennoù ez a da greñvaat e lonkañ alkool ha butun.

Kemer a ra perzh e meur a film, met hoken ma'z eo gwelet evel un aktour awenet, c'hoari a ra nemet e filmoù gant nebeud a vrud. Krouiñ a ra tri film : Équateur, Charlotte for Ever ha Stan the Flasher. Ar filmoù-se a gomz eus an heñvelreizh, an dispakerezh ...

« Gainsbarre »

kemmañ

Ar boestoù-noz, al lonkiri ... Muioc'h muiañ e teu Serge Gainsbourg da vezañ « Gainsbarre ». Tremen a ra e abadennoù 'zo er skinwel e lec'h ma vo kazi mezv. Krouiñ a ra e-mod-se e vojenn barzher milliget. E miz gwengolo 1980, ober a ra 10 bloaz emañ Serge Gainsbourg gant Jane Birkin, met, he, ne c'hell ket gouzañv anezhañ ken neuze ez a kuit. Anzav a ra Jane Birkin en un abadenn da c'houde e varv : « Karet am eus kalz Gainsbourg, met aon am boa eus Gainsbarre ».

Ober a ra un anaoudegezh nevez gant Bambou ha skrivañ a raio dezhi (Made in China e 1989). Goude ez a kuit da New York e lec'h ma enrollo e div bladenn diwezhañ : Love on the beat ha You're Under Arrest. Goude ar reggae, ober a ra hip-hop ha funk. Ober a ra meur a sonadeg e Kasino Pariz.

Gainsbourg a varv e 1991 da heul ur pempvet taol-kalon.

Interet eo gant e gerent e bered Montparnasse. E vez a zo unan eus ar re hag a zo gweladennet ar muiañ, muioc'h eget Jean-Paul Sartre, Simone de Beauvoir hag eget Charles Baudelaire. Abaoe 1991, e vez a zo bepred gant ur bern plantoù hag traoù all (fotoioù, kaol, gerioù bihan, tikedoù metro). Anv ar vez a zo anv Serge Gainsbourg hag e gerent, Olga (1894-1985) ha Joseph (1896-1971) Ginsburg.

Serge Gainsbourg hag ar sonerezh klasel

kemmañ

A-hed e vicher e voe levezonet-mat Gainsbourg gant ar sonerezh klasel. Ma azasaas un toullad kanaouennoù diwar ton bommoù klasel amprestet digant :

E vuhez prevez ha santimantel

kemmañ

E 1951, Serge Gainsbourg a zimez gant Elisabeth Levitsky, ha chom a raio ganti betek 1957.

Ober a ra da c'houde anaoudegezh gant Françoise-Antoinette Pancrazzi. D'ar 7 a viz Genver 1964 e timez ganti. Bez' o deus ur bugel asambles, Natacha, d'an 8 a viz Eost 1964. Dispartiañ a reont met e 1967 ez int asambles adarre. En nevez-amzer 1968, bez4 o deus ur bugel all asambles, Paul. Met Paul n'en deus ket anavezet kalz e dad.

E 1968, ober a ra anaoudegezh gant an aktourez Jane Birkin. O merc'h Charlotte Gainsbourg a zo bet ganet d'an 21 a viz Gouere 1971 e Kêr Londrez. Dispartiañ a reont e 1980. Kanet en deus gant e verc'h ar son Lemon Incest er bladenn Love on the beat e 1984. Graet en deus ivez ar bladenn Charlotte for Ever eviti e 1986.

E 1981, dimeziñ a ra gant an diskouezerez-c'hiz yaouank, Bambou, ur mab o do, Lucien, galvet Lulu Gainsbourg, bet ganet d'ar 5 a viz Genver 1986.

Ur film war e vuhez

kemmañ

Savet e oa bet ur film war buhez Serge Gainsbourg gant ar skriver senario ha tresour Joann Sfar. C'hoariet eo tudenn Gainsbourg gant Eric Elmosnino. Aet e oa er-maez Gainsbourg, vie héroïque er salioù sinema d'an 20 a viz Genver 2010.

Dastummad Pladennoù

kemmañ

Albomoù

kemmañ
  • 1958: Du chant à la une
  • 1959: Disque N°2
  • 1961: L'Étonnant Serge Gainsbourg
  • 1962: Disque N°4
  • 1963: Gainsbourg Confidentiel
  • 1964: Gainsbourg Percussions
  • 1967: Anna
  • 1967: Gainsbourg ha Brigitte Bardot: Bonnie & Clyde
  • 1968: Gainsbourg ha Brigitte Bardot: Initials B.B.
  • 1968: Ce Sacré Grand-Père
  • 1969: Jane Birkin/Serge Gainsbourg
  • 1970: Cannabis
  • 1971: Histoire de Melody Nelson
  • 1973: Vu de l'extérieur
  • 1975: Rock Around the Bunker
  • 1976: L'Homme à tête de chou
  • 1977: Madame Claude
  • 1979: Aux armes et cætera
  • 1980: Enregistrement public au Théâtre Le Palace (live)
  • 1981: Mauvaises nouvelles des étoiles
  • 1984: Love On The Beat
  • 1985: Serge Gainsbourg live (Casino de Paris)
  • 1987: You're Under Arrest
  • 1988: Le Zénith de Gainsbourg (live)
  • 1989: De Gainsbourg à Gainsbarre (Box Set)

Kanaouennoù pennañ

kemmañ
  • "Aux armes et caetera"
  • "Baby Pop"
  • "Black Trombone"
  • "Bonnie and Clyde"
  • "Comment te dire adieu"
  • "Couleur Café"
  • "Dieu fumeur de havanes"
  • "Dis-lui toi que je t'aime"
  • "Élisa"
  • "Hold Up"
  • "Initials B.B."
  • "Je suis venu te dire que je m'en vais"
  • "Je t'aime... moi non plus"
  • "La Décadanse"
  • "La Gadoue"
  • "La Javanaise", a zo bet lakaet e brezhoneg.
  • "La Noyée"
  • "Lemon Incest"
  • "Les Incorruptibles"
  • "Les Sucettes"
  • "L'Homme à Tête de Chou"
  • "Lola Rastaquouère"
  • "Marilou"
  • "New York U.S.A."
  • "Poupée de cire, poupée de son"
  • "Pour un con"
  • "Sorry Angel"
  • "Sea, Sex and Sun"
  • "You're Under Arrest"
  • "Mon légionnaire"
  • "White and Black Blues" (lyrics)

Filmadurezh

kemmañ

E-giz film-aozer

kemmañ
  • 1976 : Je t’aime moi non plus
  • 1981 : Le Physique et le figuré (film-berr)
  • 1983 : Équateur
  • 1984 : Clip de Morgane de toi eus Renaud
  • 1985 : Clip de Lemon Incest
  • 1986 : Charlotte for Ever
  • 1986 : Clip de Tes yeux noirs eus Indochine
  • 1987 : Clip de Charlotte For Ever eu Charlotte Gainsbourg
  • 1990 : Stan the Flasher
  • 1990 : Clip de Amours des feintes eus Jane Birkin

E-giz aktour

kemmañ

Skinwel

  • 1965 : Des fleurs pour l'inspecteur (stirad Les Cinq Dernières Minutes eus Claude Loursais : Antoine Sébastian
  • 1973 : Le Lever du rideau, telefilm eus Jean-Pierre Marchand, diouzh romant Vladimir Pozner : ar priñs Abdallah

Sinema

  • 1959 : Voulez-vous danser avec moi ? eus Michel Boisrond : Léon
  • 1960 : La Révolte des esclaves (La Rivolta Degli Schiavi) eus Nunzio Malasomma : Corvino
  • 1961 : Samson contre Hercule (Sansone) eus Gianfranco Parolini : Warkalla
  • 1962 : La furia di Ercole eus Gianfranco Parolini : Menistus
  • 1963 : Strip-tease eus Jacques Poitrenaud : ar pianoourien
  • 1963 : L'Inconnue de Hong Kong eus Jacques Poitrenaud : ar pianoourien
  • 1966 : Carré de dames pour un as eus Jacques Poitrenaud : ar paotr a goulenn tan
  • 1966 : Le Jardinier d'Argenteuil eus Jean-Paul Le Chanois : Patrick Gérard
  • 1967 : L'Inconnu de Shandigor eus Jean-Louis Roy : mestr ar Moal
  • 1967 : Ce sacré grand-père eus Jacques Poitrenaud : Rémy
  • 1967 : Anna, c'hoarigan eus Pierre Koralnik, komzoù ha sonerezh eus Gainsbourg : mignon Serge
  • 1967 : Toutes folles de lui eus Norbert Carbonnaux
  • 1967 : Estouffade à la Caraïbe eus Jacques Besnard : Clyde
  • 1968 : Erotissimo eus Gérard Pirès : ar paotr luch
  • 1968 : Vivre la nuit eus Marcel Camus : Mathieu
  • 1968 : Le Pacha eus Georges Lautner : eñ e-unan
  • 1969 : Mister Freedom eus William Klein : M. Drugstore
  • 1969 : Slogan eus Pierre Grimblat: Serge
  • 1969 : Les Chemins de Katmandou eus André Cayatte : Ted
  • 1969 : Paris n'existe pas eus Robert Benayoun : Laurent
  • 1970 : Cannabis de Pierre Koralnik : Serge Morgan
  • 1971 : 19 djevojaka i mornar eus Milutin Kosovac : ar martolod
  • 1971 : Romance of a Horsethief eus Abraham Polonsky : Sigmund
  • 1972 : The Day the Clown Cried eus Jerry Lewis (peurechu)
  • 1972 : Trop jolies pour être honnêtes eus Richard Balducci : Albert
  • 1973 : Les Diablesses (La morte negli occhi del gatto) eus Antonio Margheriti : ensellerien an archerien
  • 1974 : La Dernière Violette, film-berr eus André Hardellet : al lazher
  • 1975 : Sérieux comme le plaisir eus Robert Benayoun : an den dianav al lenn
  • 1980 : Je vous aime, eus Claude Berri : Simon
  • 1982 : Le Grand Pardoneus Alexandre Arcady : gweledigezh eeun
  • 1986 : Charlotte for Ever : Stan
  • 1990 : Stan the flasher : Ur mignon da David