Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

My Lady Héroïne zo ur ganaouenn c'hallek savet ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer gall Serge Gainsbourg (1928-1991).

Evel ma oa boas d'hen ober en devoa Gainsbourg azasaet ton My Lady Héroïne diwar hini un oberenn glasel all, In a Persian Market (1920) gant Albert Ketèlbey (1875-1969) ar wech-mañ. Ne c'hwitas ket war an dro d'ober ur serr-lagad d'ar sonaozer saoz oc'h echuiñ e ganaouenn gant ar gerioù da-heul :

Oh my Lady Héroïne (O ma Itron Heroin)
Mon opium ma cocaïne (Ma opiom ma c'hokain)
Es-tu venue d'Extrême-Orient (Ha deuet oc'h eus Reter-Pellañ)
Ou bien d'un marché persan ? (Peotramant eus ur marc'had eus Persia ?)

Ar sonerien

kemmañ

Ar gerioù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ