Graet e vez timbr-lidañ (e saozneg : « commemorative stamp ») eus an timbroù-post moulet evit enoriñ un darvoud, un den, ul lec’h heverk en istor ur vro koulz hag ar sevenadur hollvedel a-wechoù. Lakaet e vezont e gwerzh e-pad ur prantad amzer berroc’h alies evit an timbroù boutin. Unan eus perzhioù mat an timbroù-se eo e vez troet ar bratikoù da virout anezho en o zastumadenn, hep implij anezho eta. Degas a reont moneiz e kef ar velestradurezh hep na vefe ur servij diouzh he ferzh.

An timbroù-lidañ kentañ

kemmañ
 
1 penny Kembre ar Su - 1888.

An timbr 1d embannet e 1888 gant postoù Kembre ar Su zo hep mar an timbr-lidañ kentañ en Istor, savet evit derc’hel da soñj e kant vloaz ar Stad aostralian. Ur rummad c’hwec’h timbr zo moulet gant ar meneg "ONE HUNDRED YEARS" (kant vloaz). Heuliet e vo skouer Kembre ar Su gant Roumania ha Hong Kong e 1891. Da vare 400vet deiz-ha-bloaz dizoloadenn Amerika gant Kristol Goulm e teuy er-maez kalzig timbroù-lidañ e Stadoù ar c’hevandir.

E 1866 ez eo embannet gant ar Stadoù-Unanet un timbr a liv du 15 cent gant poltred ar Prezidant drouklazhet Abraham Lincoln, hogen n’eo ket ez-ofisiel un timbr-lidañ. An hevelep respont a roer a-zivout « timbr ar Jubile », embannet gant postoù ar Rouantelezh-Unanet da geñver 50vet bloaz donedigezh ar Rouanez Victoria. N’eus meneg ebet eus an deiz-ha-bloaz avat hag evit-se ez eo lakaet e rann an timbroù boutin.

Douetañs zo avat e-keñver un timbr 17 cent savet gant postoù ar Brunswick Nevez evit saludiñ donedigezh Priñs Kembre er vro.

Dastumadenn

kemmañ
 
Timbr Alamagn evit an diskouezadeg Interposta

Kentoc’h evit dastum ha renkañ an timbroù hervez o bro orin e plij da dimbrawourien zo sevel un dastumadenn hervez an danvez, un diazez puilh eo an timbroù-lidañ eta. Timbroù-lidañ zo bet embannet a-leizh gant an Unaniezh Soviedel, Republik India, Alamagn da skouer.

Klouar eo bet degemer an timbroù-lidañ gant an dimbrawourien e 1894 avat, direnket m’int bet gant ar soñj dispign muioc’h-muiañ a arc’hant c’hoazh evit prenañ an timbroù daonet-se ! Savet e vo ganto ar « Society for the Suppression of Speculative Stamps », ur gevredigezh a ginnig boikotiñ an timbroù na oant ket reoù gwir hervezo. Diefedus e vo ar gevredigezh avat, evit mad an holl…