Devlet II Giray
Devlet II Giray a oa mab da Selim Iañ Giray ha khan Krimea div wech e penn kentañ an XVIIIvet kantved.
Kalgay e voe d'e dad pa oa hemañ khan evit an eil gwech (1684-1691), da Saadet III Giray (1691), da Sefa Giray (1691-1692) ha d'e dad adarre e-pad e drede ren (1692-1699).
Da heul feur-emglev Pruth (1711-1712) a lakae fin d'ar brezel etre an impalaeriezh otoman ha Rusia e voe fiziet ennañ, asambles gant ar c'homandant turk İsmail Paşa, evezhiañ distro Charlez XII, roue Sveden, d'e vro. Hemañ a glemmas d'ar sultan ne oa ket bet graet brav dezhañ gant Devlet Giray ha lamet e voe e garg digant khan Krimea. Kaset e voe en harlu da enez Rodos.
En e raok: Selim Iañ Giray |
Khan Krimea 1699 – 1702 |
War e lerc'h: Selim Iañ Giray |
En e raok: Kaplan Iañ Giray |
Khan Krimea 1709 – 1713 |
War e lerc'h: Kaplan Iañ Giray |
Mammenn
kemmañ- Le khanat de Crimée et les campagnes militaires de l'Empire ottoman : Fin du XVIIe-début du XVIIIe siècle, 1687-1736 gant Dilek Desaive e Cahiers du monde russe et soviétique niverenn 11-1, 1970