Diazezadur Maeght

mirdi Bro-C'hall

E 1964 e voe bet savet an diazezadur Maeght gant Aimé Maeght hag e wreg Marguerite. Lec’hiet eo e su Bro Frañs e Saint-Paul de Vence. Ennañ e vez adkavet meur a oberenn gant arzourien brudet-kenañ : Joan Miró, Alberto Giacometti, Georges Braque, Alexander Calder… ur gwir lec’h arzel eo.

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Diazezadur Maeght
mirdi arz
Deiziad krouiñ1964 Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
E tiriadSaint-Paul-de-Vence Kemmañ
Daveennoù douaroniel43°42′2″N 7°6′54″E Kemmañ
TisavourJosep Lluís Sert Kemmañ
Deiziad digoradur ofisiel28 Gou 1964 Kemmañ
Statud gladelPatrimoine du XXe siècle Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.fondation-maeght.com/ Kemmañ
Map

Aimé Maeght kemmañ

Ganet e voe Aimé Maeght d’ar 27 a viz Ebrel 1906 e Hazebroek e norzh Bro Frañs. E dad a rae war-dro an hentoù-houarn. Kollet en deus e dad goude ar brezel bras hag desavet eo bet gant e vamm. Da zaouzek vloaz hanter eo bet kaset d'ur skolaj tresañ e kêr Nimes. E fin e studioù en deus gellet tapout un diplom war an tresañ (maendreserezh dreist-holl). E 1926 e krogas da labourat. Degemeret eo evel tresour-lizherenner e ti moulañ Raubody, e kêr Cannes. Aze e teskas pep tra. E 1927 e ra anaoudegezh gant Marguerite, ur plac’h eus ar Su, ha dimeziñ a reas ganti er memes bloavezh. Adrien, o mab kentañ, a voe ganet e 1930. Goude bezañ bet labouret en ti moulañ e-pad dek vloaz, e krouo ur stal benvegoù poltredi e Cannes. Anvet e vo Arte. Etre 1940 ha 1943 e sikouras an arzourien da adpakout o zaolennoù chomet e norzh Bro Frañs. Gant e labour, e c’hellas mont ha dont evit sikour an arzourien: tud evel Henri Matisse, Fernand Léger, o deus laosket o labourioù e ti Aimé. Meur a zeskaouer o deus fiziet o zaolennoù en Aimé: pa’z eo marvet an deskaouerion-mañ eo bet roet an holl daolennoù pe livadurioù dezhañ. E 1953 e varvas unan eus e vibien. Gant e vignoned arzourien e krouas neuze un diazezadur arz : evit Aimé eo al lec’h-mañ un ti evit an holl arzourien, evit ma vefe ul lec’h evit an holl daolennoù. E 1964 e vo krouet an diazezadur. Mervel a reas Aimé Maeght d’ar 5 a viz Gwengolo 1981.

An diazezadur kemmañ

E 1953 e varvas unan eus mibien Aimé ha Marguerite. Dipitet int eus pep tra, ne gavjont blaz ebet d’ar vuhez ken. Kaset int gant o mignoned da weladenniñ diazezadur bras ha anavezet er bed a-bezh : Barnes, Philips… Du-se e teu ar mennozh da Aimé da sevel un ti evit an holl arzourien dedennet. C’hoant en deus krouiñ ul lec’h eskemm etrezo. Mennozh kentañ ar c’houplad a oa se. Etre 1953 ha 1960 e kemer ar mennozh un stumm brav. Meur a arzour a zo dedennet ganto ha c’hoant o deus kaout un ti eskemm evit gellet en em welout, komz, diskouez o labourioù (Prevert, Miro, Braque, Léger, Calder…). E 1960 e krog al labourioù. E penn ar chanter eman Sert, un arzour spagnolek, gant meur a arkitektourien. An arzourien all a glask en em skoazellañ. Evit an holl labourerien e vefe ret d’ar chanter bezañ echuet a benn dek vloaz : echuet e vo e pevar nemetken. Sert a sav ar savadur hervezh al lec’h: klask a ra reiñ arz d’al labour ha d’ar savadur. Ar pezh a sikouro ar strollad eo e c’hell Aimé paeañ an holl labourioù : arc’hant en deus gounezet gant Arte hag gant e labour en ti-moulañ. Ar chanter a zo bras meurbet. Kaset e vez tro dro 300 000 maen ruz eus ar vro evit sevel ar savadur. Digredabl eo priz al labourioù met chom a ra Aimé e penn ar c’hoari : klasket en deus ar stad reiñ arc’hant dezhañ met nac’het en deus, rak c’hoant en doa e vefe maez ar stad eus an afer-mañ.

Ar savadur a zo bet savet ivez gant preder an arzourien : adkavet e vez arz meur anezho el lec’h. Giacometi ha Miro o deus savet ul lodenn vras eus al lec’h, gant ar porzh hag ar mil-hent-dall. Evit an holl arzourien, an diazezadur a zo ul lec’h sakr, ul lec’h eskemm. N’eo ket ur mirdi e penn-kentañ. E-barzh « Maeght », skrivet gant Yoyo Maeght, e welomp mat ar preder a zo gant al lec’h-mañ. La fondation n’est pas un musée mais “un univers” dans lequel l’art moderne pourrait trouver sa place et son arrière monde qui s’est appellé jadis le surnaturel. Aze e welomp peseurt mennozh a zo ganto. Templ an arz eo an diazezadur-mañ, eus an holl stummoù: barzhonegoù, livadurioù, kizelladurioù… an diazezadur-mañ en deus un teskaouad modern ha disheñvel kenañ war un dro. Adkavet e vez meur a stumm arz eus ar bed a bezh. E 1965 e voe savet nozvezhioù an diazezadur. E pad nozvezhioù zo eus ar bloaz, ur stumm all eus an arz a deue en diazezadur Maeght : dansourien (dreist holl dansourezed), muzisianed, a teue da lak ur spered plijus. War sonerezhioù modern e veze dañset dansoù ar mare. Du-se e veze a wechoù tud evel Pierre Bouler, Tenakis... Memes m’az eo marvet Aimé Maeght e 1981, memes m’az eo marvet meur a arzourien, e chom bev atav ar spered Maeght. Arzourien nevez a zo aet da labourat gant diskennidi ar familh. Hiziv an deiz eo al lec’h ur mirdi anavezet kenañ. Chom a ra distag eus ar stad. Ul lec’h sakr eo c’hoazh evit meur a den : chomet eo bev spered Aimé Maeght.

An arzourien kemmañ

Mignoned ar penn-kentañ kemmañ

Aimé Maeght a oa mignon kenañ gant meur a arzour. Tro-dro dezhañ e oa meur a zen anavezet: Jacques Prévert, Fernand Léger, Pierre Bonnard, Henri Matisse, Georges Braque, Alberto Giacometti, Marc Chagall, Alexander Calder, Joan Miró. Ar re mañ a zo bet arzourien bouezusañ an XXvet kantved. Savet o deus taolennoù, kizelladurioù, brav-eston. Sikouret o deus anezhañ da sevel al lec’h, da ginklañ anezhañ, da leuniañ ar savadur gant arz. Ur spered kreñv a oa etre an holl. Gwelet e veze anezho etrezo, o tabutal, o farsal. Ur strollad kreñv kenañ e oa. Ar skoazell mañ en deus sikouret Aimé d’en em dennañ eus marv Bernard, ha da sevel an diazezadur-mañ.

Ur strollad o vrasaat kemmañ

Abaoe un nebeud bloavezhioù eo brasaet ar strollad. Krouerien ar strollad a zo marvet, pe re gozh evit kendec’hel. Met tud yaouank a zo o tont. Arzourien evel Ellsworth Kelly, Pablo Palzuelo, Jean-Paul Riopelle, Saul Steinberg, Richard Lindner, Antoni Tapies, Eduardo Chillida, François Fielder, Paul Rebeyrolle, Pol Bury, Pierre Alechinsky, Valerio Adami, Jacques Monory, Gérard Gasirowski, Aki Kuroda, Manolo Valdès, Marco del Re, o deus brasaet ar strollad kozh. Chom a reont war ar spered kozh eus an traoù ha chom a reont feal d’ar mennozhioù kozh.

Taol Micher kemmañ

Ar savadur a zo un taol micher he unan. Savet eo en un doare arzel, gant livioù ar vro. War ar savadur vamm e vez daou “impluvium”. Servijout a reont da zerc’hel an dour. Er savadur ez eus meur a sal gant taolenoù eus chagall ha leger, gant kizelladennoù giacometti, calder ha miro. Savet eo bet ur porzh gant Giacometti e lec’h e vez adkavet lod eus e taolioù micher pennañ. Miró en deus savet ur mil hent dall. Ar savadur a zo leun a arz. Arz eo e unan. Al lec’h a zo un arz.

Gwelet ivez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.