Eurystheüs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 10:
Brazez e oa [[Alkmena]] diwar Herakles, hep gouzout avat e oa [[Zeus]], mestr an doueed, an hini a oa gwir dad he bugel, illurañ haroz a voe biskoazh.
 
[[Hera]], pried Zeus, ur c'horfad gwarizi en enni peogwir ne oa ket hi a oa bet dibabet da vezañ mamm an haroz meur-se, ha peogwir e oa bet he gwaz o c'hoari ur wreg all, a reas he soñj mirout outañ da vezañ roue Argolida[[Argolis]] war-lerc'h e dad. Zeus a oa bet genaouek a-walc'h da gemenn e oa an haroz war-nes bout ganet, pa zisplegas dirak an doueed all « Feteiz e vo ganet un haroz eus ur vaouez a zo a wad gant Zeus end-eeun, ha roue e vo war an holl re a zo o chom en-dro dezhañ ».
 
Dres d'ar poent-se e oa gwreg [[Stenelos]] o tougen ivez abaoe seizh miz. Ret eo kompren neuze e oa ar Stenelos-se o tont eus ul lignez diwar [[Perseüs]], hag e vav -eñ ivez zo <!--???-->ken barrek ha Herakles da seveniñ an diougan. Gwellañ pezh zo, [[Amfitrion]], pried Alkmena, en deus lazhet roue [[Mikenai]], [[Elektrion]], a zo breur da [[Stenelos]], ha n'eo ket chomet Elektrion da c'hortoz bezañ pedet, lammet eo kerkent war ar gador-roue.
 
Karget eo neuze [[Ilitia]], doueez ar genel, da hastañ buan reiñ buhez da Eurystheüs ha da ziwezhataat he gwentloù da Alkmena.