Hafez al-Assad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "{{Infobox_Prezidant| name=<big><big>Hafez al-Assad</big></big> <br /> حافظ الأسد | nationality=sirian | image=Hafez al-Assad 1993.jpg|200px| | order=4e Prezidant..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 13 C'hwe 2013 da 07:36

Hafez al-Assad (Arabeg: حافظ الأسد Ḥāfiẓ al-Asad) (6 a viz Here 1930 – 10 a viz Mezheven 2000) a oa prezidant Siria adalelek 1970 betek e varv e 2000. Jeneral an aerlu eo bet ivez etre 1955 ha 1972. Ganet eo e Qardaha (gwalarn Siria) hag aet da anaon e Damas. Ur vab dezhañ, Bashar al-Assad, en warlerc'hias e penn Republik arab Siria.

Hafez al-Assad
Hafez al-Assad
4e Prezidant Republik arab Siria
Er galloud
1970 – 2000
Eil Prezidant(s)  * Yusuf Zuaiyin (1966–1968)
A-raok :Ahmad al-Khatib
War-lerc'hBashar al-Assad

Ganet eo en ur familh alawit paour e tiriad an Alawited, e-tal Latakia. Sevel a reas gant skeul urzhaz ar strollad Baath betek embreger ar garg uhelañ, penn ar Stad sirian da heul un taol-Stad. Aotrouniek-tre eo bet e renad. Sevel a reas meur a wezh a-enep da Israel ha kas a reas an arme sirian da Liban da geñver ar brezel-diabarzh eno. Moustrañ a reas un emsavadeg renet gant ar Vreudeur Vuzulman e kêr Hama e 1982. Douzh kostezenn an URSS edo e-kerzh ar Brezel yen.