Pèire Bèc : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "'''Pèire Bèc''' (11 a viz Kerzu 1921 - 30 a viz Mezheven 2014) zo ur yezhoniour hag ur skrivagner okitanek. Tremen a reas e vugaleaj e Comenge..."
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
==E vuhez==
Hag eñ ganet e Pariz e tremenas e yaouankiz e [[Casèras (Haute-Garonne)]]. Prizoniad e voe en [[AostriaAlamagn]] etre 1943 ha 1945. Goude an Eil Brezel-bed e reas studioù e Pariz, war an [[italianeg]] hag an [[alamaneg]]. Goude se e teuas da vezañ arbennigour war ar [[yezhoù romanek]], dreist-holl war an okitaneg, kozh ha modern. Div dezenn a dremenas e 1959. Goude-se e voe anvet da gelenner e [[skol-veur Poitiers]] ha chom a reas da gelenn enni betek 1989 pa'z eas war e leve.
 
==E labour==
Kalz labourioù diwar-benn ar yezhoniezh hag al lennegezh okitanek a savas. Menegiñ a c'haller ''Le Siècle d'or de la poésie gasconne (1550-1650)'', ''Manuel pratique d'occitan moderne'', ''Manuel pratique de philologie romane'' ha ''La langue occitane'' (dastumad Que sais-je ?, embannadur kentañ e 1963).
 
Skrivagner eo bet ivez hag embannet en deus barzhonegoù, danevelloù (evel ''Lo Hiu Tibat'', ma kont e eñvorennoù prizoniad en Aostria) hag ur romant, ''Sebastian''.
 
E 1982 en doa kemeret perzh el labour da sevel un doare-skrivañ evit okitaneg [[Traoñienn Aran]], un doare-skrivañ hag a voe degemeret ez-ofisiel gant pennadurezhioù Aran ha gant gouarnamant Katalonia.