Geriadur brezhoneg-galleg Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn krouet gant : "Ar '''geriadurioù brezhoneg-galleg''' savet gant Roparz Hemon zo geriadurioù bihan o deus bet ul levezon bras a-walc'h war ar brezhoneg skrivet en {{XXvet kantved}}...." |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 26 Du 2014 da 21:29
Ar geriadurioù brezhoneg-galleg savet gant Roparz Hemon zo geriadurioù bihan o deus bet ul levezon bras a-walc'h war ar brezhoneg skrivet en XXvet kantved.
Gant Gwalarn e oa bet embannet ar geriadur kentañ savet gantañ, e 1928, gant an titl Geriadurig-dourn brezonek-gallek. En doare-skrivañ KLT, an doare-skrivañ implijet en amzer-se, e oa skrivet ar gerioù brezhonek.
E 1943 e oa bet embannet an eil, gant Skridoù Breizh, dindan an titl Dictionnaire breton français. Tost da 9000 pennger a oa ennañ. Skrivet e oa ar gerioù ennañ hervez "an doare-skrivañ nevez divizet e bodadeg an 8 a viz Gouere 1941", en doare-skrivañ peurunvan eta. Goude an Eil Brezel-bed e voe adembannet gant Skridoù Breizh c'hoazh, e 1948.
Goude-se ez eo gant Embannadurioù Al Liamm e voe adembannet ar geriadur-se, kresket tamm-ha-tamm gant Roparz Hemon. E 1970 e voe roet d'ar geriadur an anv Nouveau dictionnaire breton français, rak kresket-mat e oa bet. Adembannet e voe meur a wech er bloavezhioù 1970 ha 1980, rak gwerzhet mat e veze d'ar mare-se.
E-kichen ar geriadur brezhoneg-galleg e oa bet savet ur geriadur galleg-brezhoneg ivez gant Roparz Hemon, bihanoc'h un tamm, savet diwar an hevelep danvez. Strollet e voe an daou c'heriadur en ul levrenn, e 1985.
Dre vras e kaver er geriadurioù bihan-se ar gerioù a gaver e Geriadur Istorel ar Brezhoneg.