L'Heure Bretonne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''''L'Heure Bretonne''''' a oa ur gazetenn sizhuniek broadelour breton, kazetenn [[Strollad Broadel Breizh]] e vezo adal miz Even 1940 betek miz Even 1944 mare [[Breizh_e-pad_an_Eil_Brezel-bed|dalc'hidigezh Breizh gant an Alamanted]].
 
Bet e voe ur gendalc'hadenn d'ar gazetenn [[Breiz Atao]]. Divyezhek e oa ar gazetenn gant testennoù en Galleg hag en Brezhoneg. Liammet e oa gant ur gevredigezh anvet [[Kevar]] savet gant lennerien ar gazetenn l'Heure bretonne. Bruderezh a oa er gazetenn alies er bajenn gentañ a-benn brudañ Kevar hag a oa staliet e Pariz.
 
== Istor l'Heure bretonne ==
 
===== Krouidigezh =====
 
L'Heure bretonne a zo bet krouet gant [[Frañsez Debauvais]] hag [[Olier Mordrel]], da-heul ar c'hendalc'h a oa bet dalc'het e [[Pondi]] d'an [[3 a viz Gouere]] [[1940]] : kannad [[Strollad Broadel Breizh]] a oa.
 
Gant aotre an Ac'huber alaman o klask seveniñ ur bolitikerezh evit minorelezhioù bro C'hall a-benn gwanaat ar Stad C'hall e oa bet moullet he niverenn gentañ. War-bouez gwaskerelloù-tro ar gazetenn ''[[L’Ouest-Éclair]]'' e vezo graet, e [[Roazhon]], d'ar [[14 a viz Gouere]] [[1940]] hag ingalet digoust e [[Breizh]] a-bezh.
 
===== L'Heure bretonne ha Vichy =====
 
Hanter-hent e glaske chom ar gazetenn da geñver tagañ gouarnamant Vichy dreist-holl dre levezon Raymond Delaporte. Adal ar bloavezh e grog ar gazetenn l'Heure bretonne da vont war fonusa gant e dagadennoù a-enep gouarnamant Vichy.
 
== Doare skridoù l'Heure bretonne ==
Linenn 21 ⟶ 27:
* Enep Yuzev
* Difenn ar ouenn brezhon
* Enep Vichy
 
Ar c'hentañ niverenn embannet d'ar 14 a viz Gouere 1940 a ziskler gant an titl " Breizh a vez ofisiel bremañ" ouzhpennet e vez en destenn ez eo « Anavezet dindan ur stumm ofisiel gant pennadurezhioù Alamagn ar vro dre ma z'eus bet krouet ganto ur post a gouarnour da Vreizh...».