Lizher d'ar Filipidi : diforc'h etre ar stummoù

unnekvet levr ar Testamant Nevez, ennañ 4 fennad
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn krouet gant : "Unan eus ar pevar lizher bet skrivet gant Paol pa oa prizoniad eo '''al lizher d'ar Filipidi''' (Fil). Kavout a reer anezhañ e Testamant Nevez ar Bibl. ===Pegoul..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 7 Eos 2016 da 16:06

Unan eus ar pevar lizher bet skrivet gant Paol pa oa prizoniad eo al lizher d'ar Filipidi (Fil). Kavout a reer anezhañ e Testamant Nevez ar Bibl.

Pegoulz ha gant piv e voe skrivet al lizher ?

N'eus abeg ebet da soñjal ne vefe ket bet skrivet al lizher-mañ gant an aobostol. Tud zo a soñj ne vefe ket un destenn hepken met testennoù disheñvel bet strollet met n'eo nemet ur vartezeadenn [1].

Prizoniad oa Paol pa skrivas e lizher d'ar Filipidi. E-pad pell e voe soñjet e oa e-kerzh e brantad kentañ e toulloù-bac'h Roma. Met kalz traoù a laka da soñjal e oa en Azia pa skrivas al lizher, e Kaezariea-an-Arvor pe en Efezoz daoust ma n'ouzer hag-eñ e voe toull-bac'hed er gêr-mañ [2]. Skrivet e vefe bet al lizher er bloavezhioù 55-57[3] pe 56-57 [4].

Evit piv e voe slrivet ?

Anavezout mat a rae Paol kristenien Filipoz a oa e-touez e vuiañ-karet. Chomet oa er gêr-se eus Makedonia e-kerzh e eil beaj er bloaz 50. Adtremenet oa dre eno en diskaramzer 57, o vont da Gorintoz hag adarre o tistreiñ da Bask 58. [5]

Danvez al lizher

Setu ar pezh a skriv Maodez Glanndour a-zivout al lizher d'ar Filipidi :

« N'eo ket unan dogmatek. Koulskoude ar c'hoant en deus Paol da bouezañ war an unvaniezh da virout, war an izelegezh, a zegas didan e bluenn ur meulgan kaer da Vab Doue en em c'hraet den, a zo marteze un destenn endesu amprestet digant liderezh kentañ an Iliz. » Fazi arroud : Kod digeriñ </ref> hep kod serriñ <ref>.


Notennoù ha daveennoù

  1. {fr} La sainte Bible, cerf, 1961, p1487
  2. {fr} La sainte Bible, cerf, 1961, p1486
  3. {fr}La Bible, troidigezh André Chouraqui, Desclée de Brouwer, 1998, p 2184
  4. {fr} La sainte Bible, cerf, 1961, p 1486
  5. {fr} La Sainte Bible, ceref, 1961, p 1486 ha {br} Maodez Glanndour, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971, p 355