Bertrand Piccard : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn krouet gant : "{{Infobox/Deroù}} {{Infobox/Titl|Bertrand Piccard|E1E1E1|}} {{Infobox/Skeudenn|Bertrand Piccard01.jpg|}} {{Infobox/Istitl|Bertrand Piccard e 1999}} {{Infobox/Linenn gemmes..."
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 24 Eos 2016 da 20:28


Bertrand Piccard
Bertrand Piccard
Bertrand Piccard e 1999
Deiziad ganedigezh 1añ a viz Meurzh 1958
Lec'h ganedigezh Lausanne Suis
Bro Suis
Micherioù Nijour

Bredvezeg

Bertrand Piccard, ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1958 e Lausanne, a zo ur bredvezeg hag un nijour a vro Suis. Brudet eo evit bezañ deuet a-benn, gant ar blenier kirri-nij breizhveuriat Brian Jones, d'ober kentañ tro-ar-bed gant ur baloñs (eus ar 1añ d'an 21 a viz Meurzh 1999) anvet Breitling Orbiter 3. Brudet eo ivez evit bezañ bet dioroer ha blenier an nijerez dre heol Solar Impulse, gantañ e vo graet un tro-ar-bed all etre Meurzh 2015 ha Gouhere 2016.

Bet eo Bertrand Piccard mab d'ar moroniour Jacques Piccard ha mab-bihan d'ar fizikour Auguste Piccard.

Buhez

Er bloavezhioù 1960, bevañ a ra e Florida gant e dad, Jacques Piccard, hag a labour er strollad Grumman evit krouiñ lestr loarel ar program Apollo. Wernher von Braun, hag a oa bamet gant Auguste Piccard abaoe e yaounkiz ha deuet da vezañ kamalad d'ar familh Piccard, a ro an tu da Bertrand Piccard da arvestiñ dizouaroù ar fuzeennoù Saturn V ar c'hefridioù Apollo 7 ha 12.