Arm : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 7:
 
== Mare vodern ==
E dibenn ar [[Krennamzer|Grennamzer]] e voe degaset ar [[poultr]] eus [[Sina]] da [[Europa]] ha kroget e voe da implij an danvez-tarzh-se evit an [[arm-tan|armoù-tan]], evel ar [[fuzuilh]]. Tamm-ha-tamm e teuas an armoù-tan da vezañ efedusoc’h-efedusañ ha kemer a rejont lec’h an armoù dorn a veze implijet a-raok evel ar [[kleze|c’hlezeoù]] pe ar [[gwareg|gwaregoù]].
 
Donedigezh ar c'hanolioù hag ar [[Mindrailherez|vindrailherezioù]] war an tachennoù emgann a voe ur bazenn hollbouezus e domani ar brezel. [[Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika]] a voe ar c'hentañ brezel gwelet evel a-vremañ dre ma oa anat e oa an tu gant ar muiañ a nevezintioù a vefe trec'h. Ur skeudenn anat eus fin ar brezelioù mod-kozh a voe implij ar [[Gatling (mindrailherez)|vindrailherez Gatling]] a-enep ar re [[Samourai]] e-pad [[Brezel ar Boshin]].
 
Ur wech ijinet ar [[Nijerez|c’hirri-nij]] e dibenn an {{XIXvet kantved}}, e voe graet gant armoù nevez, ar [[bombez]]ennoù a veze taolet gant an nijerezed eus an oabl. E deroù an {{XXvet kantved}} ivez e voe kroget da implij gazoù mougañ, e-pad ar [[Brezel-bed Kentañ]], hag an [[tank]]où. E-pad an [[Eil Brezel-bed]] e voe implijet evit ar wech kentañ [[arm nukleel|armoù nukleel]].
 
== Oadvezh nukleel ha goude ==
[[Restr:Hiroshima aftermath.jpg|thumb|250px|left|[[Bombezadeg Hiroshima|Hiroshima]] dres goude ar vombezadeg nukleel]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Arm »