Harvey Weinstein : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 6:
E miz Here 2017, goude ma vefe deuet war-wel rebechoù lies tagadennoù reizhel a-berzh Weinstein, e voe skarzhet eus e embregerezh kement hag eus an [[Akademiezh Arzoù ha Skiantoù ar Fiñvskeudenniñ|Academy of Motion Picture Arts and Sciences]]. D'an 31 a viz Here, ur 80 maouez bennak o devoa rebechet tagadennoù reizhel gant Weinstein. Goude ar c'hlemmoù-se e oa bet savet en [[hashtag]] "[[Luskad Me Too|#MeToo]]" war ar rouedadoù sokial. Sikouret e voe ar mpaouezed o doa gouzañvet tagadennoù reizhel da embann o soñjoù pe testenioù dreist-holl a-enep paotred c'halloudus. Kaoz zo bet eus ar "[[Efed Weinstein]]".
== An Afer Weinstein ==
==== Rebechoù ====
E miz Here 2017, [[The New York Times]] ha [[The New Yorker]] a embanne pennadoù a zisklêrie e oa un daouzek bennak a vaouezed a rebeche da Harvey Weinstein da vezañ taget reizhel, betek [[Gwallerezh|gwallet]] anezho. Un toullad maouezed all eus industrielezh ar filmoù stadunanat o doa bet kendalc'het gant an testennioù a-enep Weinstein. An hini 'mañ evel respont en doa nac'het a-grenn ar rebechoù. Paeet en doa ez spierien esueus ar [[Mossad]]<ref>https://francais.rt.com/international/46115-venus-secours-weinstein-anciens-agents-mossad</ref> evit klask piv a oa ar merc'hed a rae rebechoù dezhañ ha penaos o lakaat da devel <ref>https://www.lemonde.fr/m-actu/article/2017/11/29/affaire-weinstein-les-methodes-troubles-des-anciens-agents-du-mossad_5221954_4497186.html</ref>.
==== An harzadenn ha tamalloù ====
D'ar [[25 a viz Mae]] [[2018]], Weinstein a oa rebechet dezhañ gant an [[New York City Police Department]] "rape, criminal sex act, sex abuse and sexual misconduct for incidents involving two separate women". Memes devezh e oa harzet goude bezañ en em renter d'ar polis <ref>https://www.francebleu.fr/infos/medias-people/viol-et-agression-sexuelle-harvey-weinstein-devant-la-justice-americaine-1527226270</ref>.