Yirmia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D →‎top: replaced: , → , (2) using AWB
Linenn 5:
<blockquote>
« Ganet e voe en [[Anatot]], damdost da [[Jeruzalem]], a ouenn velegel, war-dro 650 KHS.<br>
Evel [[Yeshaia]] e prezegas Yirmia e [[Rouantelezh Yehouda]] , adalek 627 betek 587, hag eveltañ ivez e-pad daou-ugent vloaz, dindan ren ar rouaned [[Yoshia]], [[Yehoahaz]], [[Yehoyakim]], [[Yehoyac'hin]] ha [[Sidkia]]. Desket bras e seblant bezañ bet, hag anavezet mat eo gantañ ar Skriturioù. [...]Dalc'hmat e sav e vouezh enep an idolouriezh, ha dre ma skuilher ken aezet ar gwad didamall, dre ma klasker ar gonidoù dreist pep tra ha dre ma weer ar barnioù ez-direizh. [...] Ar retañ holl n'eo ket al lidoù, met distreiñ davet an Aotroù a holl galon, dieubiñ e vreudeur sklaved, santelaat ar shabat...<br>
En ur mare gwall garv evit e vro, e lavaro Yirmia didro e soñjoù diwar-benn ar politikerezh, d.s. oc'h erbediñ ar bobl da sujañ da roue [[Babilon|Bavel]] hag e sacho warnañ e-unan, en abeg da se, kalz a drubuilhoù hag a heskinoù. Met ul lusk en e ziabarzh hag e c'hred evit an Aotroù her redio atav da gomz ouzh ar bobl, re zibreder evit gwelout ar reuzioù bras o tonet war Jeruzalem.[...]<br>
Tennet en desped dezhañ d'an [[Egipt|Ejipt]] war-lerc'h ar Yuzevion tec'het ahont goude ma voe kemeret Jeruzalem gant roue Bavel, Yirmia a skrivo alehont d'an harluidi evit o frealziñ ha reiñ dezho ar goanag d'an distro ha da adunvaniezh meuriadoù pobl an Aotroù. [..] Hervez lod e stlejas Yirmia e vloavezhioù diwezhañ e bro Ejipt, hervez darn all e varvas e Bavel.<br>
Klemmvanoù kaer a gaver e [[levr Yirmia]] ha brudet eo ar profed war gement-se. Ur barzh donezonet-tre ez eus anezhañ, hag e zoare-skrivañ a chom peurvuiañ didro ha plijus , gant skouerioù niverus. »
</blockquote>