Aegidius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ret e ve peurvrezhonekaat
D →‎top: replaced: i a → i a (4) using AWB
Linenn 2:
Ur jeneral roman a zifennas [[Galia]] betek e varv e [[464]] e oa '''Aegidius'''. N'eo ket anavezet bloaz e c'hanidigezh.
 
Dindan [[Avitus]] e servijas da gentañ, kent bezañ anvet ''[[magister militum]] per Galliam'' (gouarnour milourel e Galia). Gant an impalaer [[Majorian]] e voe karget da adsevel an urzh e Galia : nac'het o doa an uhelidi anavezout an impalaer nevez, ha digoret o doa [[Lugdunum]] d'ar [[Burgonded|Vurgonded]]. Gant harperien frank (a oa [[Childerig Iañ]] o roue dija marteze) e aloubas Lugdunum adarre.
 
Kann en deus bet ouzh ar [[Wizigoted]] e-kichen [[Arle]] hag o rediañ a reas da ober [[emglev]] gant an [[Impalaeriezh Roman]] en-dro.
 
E [[461]] e voe lakaet [[Majorian]] d'ar marv gant [[Rikimer]], ha [[Libius Severus]] a voe lakaet da impalaer en e lec'h. Nac'hañ a reas Aegidius e anavezout ha da zidalc'h en em lakaas e norzh Galia. D'an hevelep amzer e adaloubas ar [[Burgonded|Vurgonded]] Ludgunum hag e droc'hañ deus ar peurrest eus an impalaeriezh a rejont.
 
Aet d'un doare [[tiern a vrezel]] e kendalc'has Aegidius da vellañ ouzh ar [[Wizigoted]] a faezhas e [[463]] hag, moarvat, ouzh ar [[Saksoned]] hag a zalc'hent Añje. Da virout un ennezad etre al [[Liger]] hag ar [[Som]] e teuas-eñ a-benn, moarvat gant skoazell ar c'hont [[Paol (kont)|Paol]] war al [[Liger]] hag ur penn-brezel brezhon bennak hag a zalc'he [[Rouantelezh Bleaz|Bleaz]].