Aegidius
Ur jeneral roman a zifennas Galia betek e varv e 464 e oa Aegidius. N'eo ket anavezet bloaz e c'hanidigezh.
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Dindan Avitus e servijas da gentañ, kent bezañ anvet magister militum per Galliam (gouarnour milourel e Galia). Gant an impalaer Majorian e voe karget da adsevel an urzh e Galia : nac'het o doa an uhelidi anavezout an impalaer nevez, ha digoret o doa Lugdunum d'ar Vurgonded. Gant harperien frank (a oa Childerig Iañ o roue dija marteze) e aloubas Lugdunum adarre.
Kann en deus bet ouzh ar Wizigoted e-kichen Arle hag o rediañ a reas da ober emglev gant an Impalaeriezh Roman en-dro.
E 461 e voe lakaet Majorian d'ar marv gant Rikimer, ha Libius Severus a voe lakaet da impalaer en e lec'h. Nac'hañ a reas Aegidius e anavezout ha da zidalc'h en em lakaas e norzh Galia. D'an hevelep amzer e adaloubas ar Vurgonded Ludgunum hag e droc'hañ deus ar peurrest eus an impalaeriezh a rejont.
Aet d'un doare tiern a vrezel e kendalc'has Aegidius da vellañ ouzh ar Wizigoted a faezhas e 463 hag, moarvat, ouzh ar Saksoned hag a zalc'hent Añje. Da virout un ennezad etre al Liger hag ar Som e teuas-eñ a-benn, moarvat gant skoazell ar c'hont Paol war al Liger hag ur penn-brezel brezhon bennak hag a zalc'he Bleaz.
E vab Syagrius a renas war e lerc'h betek ma voe faezhet gant Hlodwig e 486