Ur rouantelezh vrezhon e oa rouantelezh Bleaz, e Galia, en-dro da gêr Blois, da lavarout eo tostik kement ha tachennad an departamant Loir-et-Cher hiriv, ha padout a reas tostik d'ur c'hantved, adal 410 betek 491. N'ouzer ket nemeur a dra anezhi, met savet e voe diwar obererezh Riothamus e gwalarn Galia.

Hervez Kronik Anjev e voe aloubet kêr gant un tiern brezhon, Iuomadus e anv, er bloaz 410, ha trec'h e voe war Boso a oa "konsul" Chartrez. Un anv germanek eo Boso, ma c'haller krediñ e oa ur pennbrezel pe un ofiser roman a orin german.

Krediñ a rae Léon Fleuriot e c'hellje soudarded vrezhon Iomadus bezañ bet degaset eus Breizh-Veur e 407 gant Kustentin evit gounid an impalaeriezh.

E Blois (hag en un darn eus traoñienn al Liger war a seblant) e chomas ar Vrezhoned betek 491, pa voe kemeret kêr gant Hlodwig.

Daveoù

kemmañ