Erwan Evenou : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ur [[yezhour]] hag ur [[Skrivagnerien vrezhonek|skrivagner brezhonek]] hag ur [[Skrivagnerien c'hallek|skrivagner gallek]] eo '''Erwan Evenou''' (ez-ofisiel:''Yvon Évenou''). Bet eo ivez kelenner [[saozneg]] ha [[brezhoneg]], hag [[emsav]]er sindikadel, yezhel ha politikel.
Ganet eo en [[Aljer]] ([[Aljeria]]), d’ar [[14 C'hwevrer|14 a viz C'hwevrer]] [[1940]] ha bevet en deus eno e-pad darn e yaouankiz, evel ma kont en e romant diazezet war e vuhez. Kelenn a reas [[saozneg]] e skolaj [[ar Faoued]] a-raok mont da [[Aljeria]] da gelenn ha dont da gelenner [[brezhoneg]] pa voe tapet gantañ ar c’h-CAPES [[brezhoneg]]. Goude-se e voe anvet da enseller [[brezhoneg]] evit an eil derez war-lerc’h [[Pierre Bernard]].
 
Linenn 11:
Evel ezel eus [[Unvaniezh Demokratel Breizh]] e savas meur a bennad evit kelaouennoù ar strollad, ken e [[galleg]] evit ar [[Peuple Breton]], ken e [[brezhoneg]] evit [[Pobl Vreizh]] hag ivez evit [[Al Liamm]], dreist-holl ur pennad "kleiz ha Breizh", a zo a dalvoudegezh vras.
 
Embannet en deus ivez ul [[levr]] [[barzhoniezh|barzhonegoù]], daou [[romant]] e [[brezhoneg]], ur romant e [[galleg]] hag ur studiadenn e galleg a-zivout ar [[brezhoneg]] en deskadurezh hag er vuhez foran.
 
==Levrioù==