Kaourintin an Ourz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: l e → l e using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Kaourintin an Ourz''', (ganet d'an [[19 a viz Ebrel]] [[1865]] -e [[Ploveilh]] ha marvet d'ar [[17 a viz Gouere]] [[1925]]) e [[Brest]], a voe kelaouenner ha rener ''[[Le Courrier du Finistère]]''.
 
Ganet e oa bet Kaourintin an Ourz (pe ''Corentin Le Nours'' e galleg) en ur familh labourerien-douar eus [[Ploveilh]]. Dre wallzarvoud e kollas unan eus e zivesker ha ne c'hallas ket mont da labourat an douar evel e dad. Goude e studioù e reas skol e-pad ur pennad e Pluguen ha goude-se ez eas da labourat gant ar gazetenn ''Le Courrier du Finistère'', adalek [[1893]]. Bep sizhun e skrive ur pennad e brezhoneg evit ar gazetenn-se, embannnet e [[Brest]]. E miz Meurzh 1914 e voe anvet da rener ar ''C'hourrier'' ha chom a reas e penn ar gazetenn betek e varv. 26 000 skouerenn a veze moullet eus ar gazetenn e 1918<ref>''Parlons breton : langue et culture'', [[Patrick Le Besco]], L'Harmattan, 1997, p. 134</ref>Daou vloaz ha tregont, en holl, e labouras evit ar sizhunieg ha pennadoù e brezhoneg a savas ingal evitañ, etre 1893 ha 1925, ar bloavezh ma varvas. Skrivañ a reas pennadoù ivez evit ''[[Almanak ar Breizad]]'', a veze embannet ur wech ar bloaz gant ''Le Courrier du Finistère'', e brezhoneg penn-da-benn, hag evit ''[[Kroaz ar Vretoned]]''.