Doare-skrivañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Logographic writing systems: replaced: , → , using AWB
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 45:
Ur '''silabenneg''' (pe '''silabennaoueg''') a zo un doare-skrivañ ennañ ul lizherenn oc'h ober dave d'ur [[silabenn]], da lâret eo ur [[kensonenn|gensonenn]] mui ur [[vogalenn]].
 
En ur silabenneg rik ne vez ket heñvel stumm lizherennoù implijet evit skrivañ silabennoù heñvel o son, da skwerskouer e vefe disheñvel-poch al lizherenn evit skrivañ ar silabenn "ta" diouzh an hini evit "ti", "to", hag all.
 
Damheñvel ouzh ar silabennegoù eo an [[abugida]]où, met en eil re ez eo heñvel stumm al lizherenn gensonennel diazez a ra dave d'ur silabenn pa vez cheñchet ar vogalenn enni.
Linenn 66:
Koulskoude, an darn vrasañ eus ar yezhoù semitek a-vremañ evel an [[arabeg]] a implij doareoù-skrivañ a c'hell bezañ abjadoù rik, da lâret eo hep diskwel penaos e rank bezañ distaget ar [[vogalenn]]où, pe c'hoazh damabjadoù oc'h implijout skrapoù hag all evit diskwel distagadur ar vogalennoù (gw. [[niqqud]]).
 
Meur a doare-skrivañ a zo bet diorroet diwar un abjad oc'h ouzhpennañ sinoù evit ar vogalennoù hag o tont da vezañ dre-se [[lizherenneg]]où, da skwerskouer al [[lizherenneg c'hresianek]] savet diwar an abjad fenisek. Gwechoù all, avat, int deuet da vezañ un [[abugida]] evel ar [[skritur etiopek]].
 
 
==== Abugidaoù ====
 
Ur ''vrizh[[silabenneg]]'' pe c'hoazh un ''dam[[lizherenneg]]'' ([[saozneg]] "alphasyllabary") eo un '''abugida''', da lâret eo ez eo un [[doare-skrivañ]] a implij lizherennoù a ra dave da bep ur [[kensonenn|gensonenn]] mui ur [[vogalenn]]. N'eo ket kevatal un abugida d'ur '''[[silabenneg]]''' rik rak kemmet e vez al lizherenn diazez evit diswel penaos e rank bezañ distaget ar vogalenn a da ya heul ar gensonenn. En ur silabenneg, avat, ez eus ul lizherenn diazez ispisial evit pep [[silabenn]] hep ma vefe heñvel stumm lizherennoù oc'h ober dave da silabennoù heñvel, da skwerskouer e vefe disheñvel-poch a lizherenn implijet evit skrivañ ar silabenn "ka" diouzh an hini implijet evit skrivañ ar silabenn "ki" hag all evel e [[skritur tsalagiek|silabenneg an tsalagi]] (''tcherokeeg'').
 
Da skwerskouer, en un abugida ne vefe lizherenn diazez ebet evit ar gensonenn "k", met ul lizherenn diazez evit ar [[silabenn]] "ka" a c'hellfe bezañ kemmet e meur a doare evit lakaat anezhi da vezañ distaget "ki" pe "ku", h.a. Sinoù ispisial a vez implijet ivez, mar vez ezhomm, evit diskwel ez eo mut ar vogalenn diazez el lizherenn silabennek diazez, d.s. "kat" e lec'h "kata". Pa vez ezhomm hervez ar yezh ma vez implijet un abiguda evit he skrivañ e c'hell bezañ kemmet e meur a doare ivez al lizherennoù silabennek diazez evit skrivañ meur a gensonenn da heul hep vogalenn ebet kenetreze, d.s. "apta" e lec'h "apata".
 
== An tu ==