Brezhoneg Kerne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Yezhadur: replaced: , → , using AWB
File:Breton dialectes.svg
Linenn 1:
'''Brezhoneg Kerne''', pe '''kerneveg''' (arabat eo droukveskañ gant [[kerneveureg]], a zo yezh keltiek Kernev-Veur) a vez graet eus brezhoneg [[Bro-Gerne]]. Dre m'eo ar vro-se bro hengounel brasañ e [[Breizh-Izel]] eo diaes a-walc'h lavaret resis petra eo brezhoneg Kerne. Eus [[Kerne-Uhel]] betek ar Vro Vigoudenn, hag eus Plougastell betek [[Kemperle]] e cheñch kalz an doare da zistagañ hag ar gerioù implijet. Koulskoude eo sklaer ez eus perzhioù dibar da vrezhoneg Kerne e-keñver ar rannyezhoù all.
[[Restr:Breton dialectes.svg|vignette]]
 
== Pouez-mouezh ==
Pouezmouezhiet e vez war an eil silabenn diwezhañ, evel e [[brezhoneg Leon]], hogen kreñvoc'h eo an taol-mouezh.Abalamour da se e vez neutralizet ar vogalennoù dibouezmouezh: dont a reont da vezañ "chwa" pe mont a reont da get zoken. <br />