Monc'hwez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 5:
N'ouzer ket mat perak e teu monc’hwez. Hervez an [[armerzhour]]ien klasel e vefe un darempred kontrol anvet [[krommenn Phillips]] etre ar monc’hwez hag an [[dilabour]]. [[Milton Friedman]] koulskoude en deus dispennet an deorienn-se.
 
Pa ne vezer ket evit mestroniañ ar monc’hwez ken ha heñchañ an armerzh e c’hoarvez ar pezh a reer [[gourmonc’hwezgourmonc'hwez]] dioutañ. Gant ar gourmonc’hwez e koll ar moneiz e dalvoudegezh mirad hag unanenn vuzuliañ. En em zistrujañ a ra ar moneiz. Pa vez dilabour bras ha monc’hwez war un dro, n'haller ket mui rakwelet ha steuñvekaat an armerzh, ar pezh a gas da ziskar mont-en-dro an armerzh. Studiet eo bet dreist-holl ar gourmonc’hwez bet c’hoarvezet en [[Alamagn]] ([[1920]]), e [[Rusia]] hag en [[Arc’hantina]].
 
Armerzhourien zo a gred dezho e c’hall ar monc’hwez c’hoarvezout diwar abegoù a denn d'an [[danframm]]où armerzhel, sokial ha, dreist-holl, sevenadurel. Evel-se e c’hall meur a [[argerzhadur]] bezañ deskrivet evel argerzhadurioù monc’hwezel. Koulskoude, evel ma tenn da gentañ-penn ar monc’hwez da steuñvekaat an armerzh, e chom ur gudenn diziskoulm evit c’hoazh.