Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 82:
Ar brasañ eus ar Gristenien a gred eo barnet an dud goude Doue goude o marv hag e vez roet dezho pe ur vuhez beurbad pe e vezont daonet da viken. Gallout a ra bezañ pe ar [[Ar Varn Diwezhañ|varn hollek]] pa vo adsavet ar re varv da vev pe (hervez ar gatoliked<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.newadvent.org/cathen/08550a.htm|titl=Particular Judgment|oberour=Catholic Encyclopedia|lennet d'=ar 14 a viz Mae 2020}}</ref>, ar reizhkredourien<ref>{{en}} {{Liamm web|url=http://www.orthodox.net/articles/about-prayer-for-the-dead.html|titl=What the ORTHODOX BELIEVE Concerning prayer for the dead|oberour=Fr. David Moser - St Seraphim of Sarov Orthodox Church, Boise, Idaho|embanner=St. Nicholas Russian Orthodox Church|lennet d'=ar 14 a viz Mae 2020}}</ref> hag ar brasañ eus ar brotestanted) ur varnadenn hiniennel pa varver.
 
E rannoù zo eus ar Gristeniezh e kreder e c'hell ar re a varv e stad a c'hras, da lavaret eo tud ar varv hep bezañ graet pec'hed marvel ebet o tispartiañ anezho diouzh Doue, hep bezañ bet peuzc'hlannet eus o fec'hedoù avat gouzañv ur stad etre anvet [[purgatoarpurgatoer]] da c'hortoz bezañ hael a-walc'h da vezañ degemeret gant Doue<ref>{{en}} {{Liamm web|url=http://www.vatican.va/content/john-paul-ii/en/audiences/1999/documents/hf_jp-ii_aud_04081999.html|titl=Dalc'h hollek|oberour=[[Yann-Baol II]]|embanner=[[Keoded ar Vatikan]]|deiziad=4.08.1999|lennet d'=ar 14 a viz Mae 2020}}</ref> Ar re a dizh ar pal-se a vez anvet [[Sent]] (diwar al latin ''sanctus'').<ref>{{en}} {{Liamm web|url=https://www.newadvent.org/cathen/04171a.htm|titl=The Communion of Saints|oberour=Catholic Encyclopedia|lennet d'=ar 14 a viz Mae 2020}}</ref>
 
Strolladoù all (Azvented ar Seizhvet Devezh) a gred er marveliezh, ar gredenn n'eo ket divarv ene an dud ez-naturel, met e chom digoustiañs er prantad etre ar marv hag an adsavidigezh a varv da vev. Krediñ a reont ivez e vezo diverket eneoù an dud droug kentoc'h eget kastizañ anezho da vijen, ur gredenn rannet gant [[Testoù Jehovah]].