Kristeniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 115:
File:2017-04-12--Service of the Sacrament of Holy Unction, on Holy Wednesday.jpg|Lid sakramant an [[nouenn]]
</gallery>
 
=== Deiziadur lidek ===
Ar gatoliked, ar reizhkredourien, ar brotestanted dre vras, a aoz o lidoù tro-dro d'ar [[bloavezh-lid]].<ref>{{en}} Senn, Frank C. (2012). ''Introduction to Christian Liturgy''. Fortress Press. p. 103. ISBN 978-1-4514-2433-1.</ref> Rannet eo ar bloavezh e meur a goulz, pep hini aozet tro-dro d'un tem doueoniel a c'hell kemmañ an doare da ginklañ an iliz, liv dilhad ar veleien<ref>{{en}} Fortescue, Adrian (1912). "[https://www.newadvent.org/cathen/03158a.htm Christian Calendar]". The Catholic Encyclopedia. Robert Appleton Company</ref>, peseurt testennoù a vez lennet, sujedoù ar sarmonioù betek an oberoù er gêr.
 
E-pad ar bloaz e lakaer war wel devezhioù meur e koun darvoudoù buhez [[Jezuz Krist|Jezuz]], [[Gwerc'hez Vari|Mari]] pe ar [[Sent]]. Prantadoù-yuniñ a zo ivez, evel ar [[Koraiz|C'horaiz]]. An Ilizoù ne heuliont ket an hevelep deiziadur a lid gouelioù bras memestra, evel an [[Nedeleg]], [[Pask]] hag ar [[Pantekost]] a lid ganedigezh ha dasorc'hidigezh ar C'hrist ha diskenn ar Spered Santel war an Iliz. Luskadoù zo ne implijont ket an deiziadur lidek e mod ebet.<ref>{{en}} Hoyt Leon Hickman, Don E. Saliers, Laurence Hull Stookey, James F. White. 1986. ''Handbook of the Christian year''. Abingdon Press. {{ISBN|9780687165759}}</ref>
 
== Jezuz Nazaret ==