Kêr-Vreizh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs ar bajenn
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 15 Gou 2020 da 17:50

Labour a zo Kêr-Vreizh a voe ur greizenn sevenadurel breizhek staliet e Pariz gant anv Ker-Vreiz e 1939. Ul lec'h evit prezegennoù, abadennoù ha kentelioù brezhoneg eo bet. Kenderc'hel a reas hec'h obererezioù e-pad an eil vrezel ha chom a reas evel ul lec'h digor ha neptuek e-pad 40 bloavezh, lec'h emgav an Emsav e Pariz memestra. Modernaet e voe an anv a yeas da gKêr-Vreizh. Goude 1985 e voe renet gant ur strollad broadelour strishoc'h e vennozhioù ken e voe serret al lec'h, 43 straed Saint-Placide, nepel eus karter Montparnasse. Un gevredigezh nevez a voe savet war-lerc'h ganto, Kervreizh, hec'h anv.


Bloavezioù kent

Digoret e voe lec'h bodadegoù Ker-Vreiz d'an 20 a viz Mae 1939, gant harp izili SAV o doa krouet ur gelaouenn hollvrezhonek e 1936[1], Keloù Ker-Vreiz a veze roet dre ar ganol-se ingal hag e veze dalc'het bodadegoù SAV di. Kadoriet e voe an digoradur gant Yann Fouere, prezidant Ar brezoneg er skol ha Georges-Gustave Toudouze, skrivagner ar mor.
Kentelioù brezhoneg a voe roet hag arnodoù an Trec'h a voe tremenet.


Lec'h an Emsav e Pariz

E 1945 e voe dalc'het bodadeg-veur nevez Ker-Vreiz dindan renerezh ur c'hengor arbennik (6 ezel, Frañsez Falc'hun ha 3 Bretons émancipés en o zouez) hag voe embannet ma oa Ker-Vreiz "ur gevredigezh a ya da vodañ, e maezh pep politikerezh ha pep relijion, e maezh pep gevredigezh breizhek, an holl Vrezhoned Bariz a blij ar brezhoneg dezho, a fell dezho e tifenn hag e skignañ, a zo dedennet gant kustumoù, istor ha douaroniezh Breizh… hag a het dont da vezañ kreizenn an obererezh kefredel e Pariz."[2]. Hervez Armand Calvé, an holl brezegennoù a oa o temoù kreizennet war istor, douaroniezh pe armerzh Breizh hag Keltia.
Ur greizenn evit ar politikerezh e voe ivez. Resevet e voe dileuridi kefridiezh Kuzul an Eisteddvod broadel Kembre e miz Ebrel 1947 hag e tisklerias penn ar gefridiezh, W. J. Gruffyd, kannad e Parlamant Breizh-Veur :"Bewezh ma vo unan diouzhoc'h gant aon koll e frankiz pe e vuhez, ra glasko repu en eil Vreizh a zo Kembre anezhañ".[3].
D'an 23 a viz Mezheven 1947 e voe dalc'het bodadeg kentañ an "Unvaniez Difennourien ar brezhoneg" .

Lec'h sevenadur Breizh e Pariz

Bihan a-walc'h e oa ar sal, met endalc'h un dau-ugentad a arvesterien. E 1967 e kinnigas e abadenn kanaouennoù kentañ Alan Stivell. E 1972 e voe c'hoariet Gwreg an toer, ur pezh-c'hoari gant Tangi Malmanche.

Levrlennadurezh

  • Armand Calvé, Histoire des Bretons à Paris, Speied, Coop Breizh, 1994, p. p. 227-232.


Notennoù ha daveeennoù

  1. Armand Calvé, Histoire ds Bretons à Paris, p. 228.
  2. Armand Calvé, Histoire ds Bretons à Paris, p. 232.
  3. "Ronan Caerléon, Complots pour une république bretonne, La Table ronde, 1967, p. 367.