Inejirō Asanuma : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Lañs dister
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 12 Her 2020 da 08:55

Inejiro Asanuma (浅沼 稲次郎, Asanuma Inejirō), ganet d'ar 27 a viz Kerzu 1898 hag aet da Anaon d'an 12 a viz Here 1960, a oa ur politikour japanat ha penn ar Shakai Minshu-tō pe Strollad sokialour Japan. Goude an Eil Brezel-bed, Asanuma a oa deuet da vezañ difenner a-grenn ar sokialouriezh. Un harp e oa d'ar Strollad Komunour sinaat, pismiger daonet eus al liammoù etre Japan ha Stadoù-Unanet Amerika.

Asanuma Inejiro e 1948

Asanuma a voe drouklazhet gant ur yoroi-dōshi, ur c'hleze hengounel, gant ar broadelour Otoya Yamaguchi pad ma oa o komz e-kerzh un tabut e Tokyo war ar skinwel. Ar fed ma oa bet lazhet en un doare gwadus pa oa o tremen ouzh ar skinwel broadel, en doa sabatuet an dud.