24 eurvezh ar Mañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 22:
=== Ar vlenierien ===
Da gentañ ne oa reolenn ebet evit ar vlenierien, ha, ma oa implijet da nebeutañ daou vlenier gant pep skipailh e-pad ar bloavezhioù kentañ, e voe klasket gant tud zo ([[Pierre Levegh]] hag [[Eddie Hall]] da skouer) ober ar redadeg a-bezh gant ur blenier nemetken, evit mirout amzer eus cheñchamantoù blenierien. Berzet e voe se diwezhatoc'h. E fin ar bloavezhioù 1980 e voe embannet e voe ret d'an holl skipailhoù lakaat tri blenier da redek hag arabat e voe redek muioc'h a beder eurvezh diouzh renk hag ouzhpenn se e voe berzet redek e-pad muioc'h a bevarzek eurvezh, evit klask gwellaat ar savete.
 
Er bloavezhioù 1990, abalamour da dizh an otoioù hag o welet pegen skuizh e oa ar vlenierien e voe divizet ne c'hellje ket ar vlenierien bleniañ e-pad ouzhpenn 240 munutenn war ur prantad 6 eurvezh. En ur labourat mat e c'helle ar skipailhoù implijet daou vlenier nemetken (evel [[Jeroen Bleekemolen]] ha [[Cooper MacNeil ]] e 2014) met chom a reas ar boaz da redek gant tri blenier. Ur cheñchamant all a voe graet e 2017 evit leuskel an ofisourien da rediañ ar vlenierien da chom hep redek ouzhpenn 80 munutenn diouzh renk ha d'ober ehanoù 30 munutenn ma vez tommoc'h an aer eget 32° C.
 
== Troiad ==