24 eurvezh ar Mañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 41:
 
Betek 2008 e loc'he ar redadeg d'ar Sadorn da 4e goude merenn, nemet e 1968 pa voe loc'het ar redadeg da 2e goude merenn abalamour ma voe redet ken diwezhat er bloaz, e 1987 ha 2007 pa voe loc'het da 3e eur goude merenn abalamour d'an dilennadegoù. E 2006 e voe loc'het da 5e goude merenn evit tremen etre daou grogad mell-droad. Abaoe 2009 e vez loc'het ar redadeg da 3e nemet e 2020 pa voe loc'het da 2e30 goude merenn dre ma oa bet redet e miz Gwengolo.
 
===Renkadur===
Da gentañ-penn e trec'he an oto az ae ar pellañ posupl diwar al lec'h m'he doa komañset ar redadeg. Abalamour d'ar reolenn-se e voe tapet [[Ford]] e [[1966]] pa voe goulennet gant ar blenier e-penn [[Ken Miles]] leuskel an eil Ford bleniet gant [[Bruce McLaren]] da adtapet he dale evit ober ur foto war al linenn-dibenn, Ken Miles o vezañ un tammig dirak Bruce McLaren. Ford McLaren a oa parket pelloc'h eus al linenn-dibenn e penn-kentañ ar redadeg avat ha diwar-neuze he doa redet an hent pellañ e-pad 24 eurvezh. Trec'h e oa gant Ford McLaren hag [[Chris Amon|Amon]] evit 8 metrad neuze, o lakaat Miles ha [[Denny Hulme|Hulme]] da goll ur redadeg e oant e penn anezhi a-hed an amzer. Dipitusoc'h c'hoazh, Ken Miles en doa tapet an trec'h evit an div redadeg andurañs kentañ e Sebring ha Daytona, gant trec'h ar Mañs en dije bet tapet ur gurunenn-dribl en andurañs war ur bloaz - an hini kentañ oc'h ober an dra-se.
 
Cheñchet e voe ar reolenn e [[1971]] pa voe cheñchet an doare da gomañs ar redadeg gant an disparti lañset. Adalek ar bloaz-se emañ trec'h gant an oto az a ar pellañ adalek al linenn-zisparti betek fin an dro diwezhañ. Ar memes linenn-zisparti zo evit an holl neuze. Pa echu div oto gant ar memes niver a droioù e kemerer an oto zo aet ar buanañ. Implijet e voe ar reolenn-se e [[2011]] pa ne voe nemet 13 eilenn etre an div oto gentañ.
 
Ouzhpenn d'ar reolenn-se a laka ar renkadur da c'hortoz da vezañ savet e rank an otoioù doujañ da reolennoù all :
*Ret eo ober an dro diwezhañ buanoc'h eget un amzer-dro kinniget en a-raok. Amjestr eo ar reolenn-mañ avat ha bountet he doa skipailhoù gant otoioù o doa bet ur gwallzarvoud da lakaat anezho da c'hortoz er standoù pe war-bord an hent a-raok lakaat o c'heflusker war elum evit ober an dro diwezhañ daoust d'o freuz evit bezañ listennet e-touez ar re o doa echuet ar redadeg. Difennet e oa bet ober seurt traoù n'eus ket pell zo.
*70% eus an hent hollek a rank ober an otoioù ha pa vije bet graet ganto an dro diwezhañ. Ma c'hwitont an dra-se n'int ket koñsideret din da vezañ kontet e-touez an otoioù fiziabl ha buan a red er Mañs.
 
Evel just, ma vez darvoudoù dic'hortoz e c'hell ar gomiserien kemmañ ar reolennoù-se.
 
===An disparti===
[[Restr:2020 Hours of Le Mans - Starting Grid.jpg|200px|vignette|dehou|Ar gael mod Le Mans er redadeg 2020]]
Etre 1923 ha 1970 e oa anavezet ar redadeg evit un doare dibar da gomañs ar redadeg, ''disparti ar Mañs'' e anv, pa veze parket an otoioù a-hed linenn ar standoù en epi. Betek 1962 e oa renket na otoioù diouzh ment o c'heflusker met adalek 1963 a voent urzhiet diouzh un abadenn ditliñ. En o sav e chome ar vlenierien en tu all d'an hent da c'hortoz e vije leusket banniel Frañs da gouezhañ. Ur wezh kouezhet e rede ar vlenierien e-barzh o otoioù da vont e-barzh ha da gomañs ar redadeg. Adalek ar bloavezhioù 1960 e teuas da vezañ ur gudenn surentez dre ma ne stage ket ar vlenierien o gouriz surentez atav, goude ma oant nevez a-walc'h. Lod anezho a oa boaz d'ober an troioù kentañ gant o gouriz staget fall dre ma oant o klask ober en ur redek, pe - gwashoc'h - ne oant ket staget tamm ebet, ar pezh a gasas meur a hini d'ar marv gant gwallzarvoudoù penn-kentañ ar redadeg.
 
Evit gounit amzer e oa bet cheñchet gant [[Porsche]] an doare da lakaat ar c'heflusker war elum en ur lakaat an alc'hwez a-gleiz d'ar rod-stur. Gant an dorn-kleiz e lakae ar vlenierien an oto war elum ha gant an dorn-dehou e lakaent an tizh kentañ, o c'hounit un nebeud degvedenn. [[Stirling Moss]] eus e du a barke e oto gant an tizh kentañ klikedet. En ur vont e-barzh e lakae ar c'heflusker war elum hep bountañ an anteller. Ul lamm a rae e oto war-raok met ar c'heflusker ne'z ae ket war elum dre ma oa re izel an TdM. Gant an oto o vont war-raok e vounte war an anteller ar pezh a lakae ar c'heflusker war elum.
 
Lod eus ar vlenierien a savas a-enep an doare-se da gomañs ar redadeg, [[Jacky Ickx]] en o zouez. E [[1969]] e tiskouezas e enebiezh o vale evit mont betek e oto e-lec'h redek. Darbet e oa bet dezhañ kaout ur gwallzarvoud gant oto ur blenier a oa bet buanoc'h met trenkil e kendalc'has da vale betek e oto, o kemer amzer evit stagañ e c'houriz. Ar blenier prevez [[John Woofle]] a varvas e-pad an dro gentañ. An trec'h a dapas Ickx.
 
Cheñchet e voe an doare da gomañs ar redadeg e [[1970]]. Ar memes aozadur e voe nemet edo ar vlenierien e-barzh o oto a-raok, o gouriz staget. Ur wezh leusket banniel Frañs da gouezhañ e c'hellent loc'hañ. Ar bloaz war-lerc'h e voe cheñchet evit un disparti mod ''Indianapolis'', da lavaret eo loc'het goude un dro a-dreñv an oto-surentez.
 
== Troiad ==