Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 92:
 
=== Implij lidek ===
Lenn an Torah ([[hebraeg|he]] {{hebraeg|קריאת התורה}} ''K'riat HaTorah'' "Lenn [diwar] an Torah") zo ul lid relijiel yuzev a c'houlenn gant an dud lenn en un doare publik un darn eus an Torah. Gant an term-se e reer anv eus al lid a-bezh, adalek ar mare ma vez kemeret ar rolloù diouzh an arc'h, kanañ an darn gant ar mod mat da ganañ anezhañ (''kantilladur'') betek distro ar rolloù en arc'h. N'eo ket ar memes tra ha lenn an Torah evit deskiñ.
 
Lenn reoliek an Torah dirak ur publik zo ul lid a oa bet degaset gant [[Ezra]] ar Skrib da vare [[Yuzevegezh an Eil Templ|Eil Templ]] pa oa distroet ar Yuzevien eus o harlu e Babilon (t.d. 537 ktHM) evel m'eo lavaret e [[Levr Nehemia]]. Hiziv an deiz e lid ar reizhkredourien Lenn an Torah gant ar memes doareoù abaoe daou vil vloaz ha distruj an Eil Templ (70 HM), hervezo da nebeutañ. En {{XIXvet kantved}} hag en {{XXvet kantved}} e savas luskadoù nevez (Yuzevegezh virour hag adreizhet) o doa degaset un nebeut cheñchamantoù hep kemmañ ar stern dre vras.