Torah : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 112:
* [[Kachrout]] : Evel m'eo meneget en [[Ermaeziadeg]] 23:19, e-touez lec'hioù all, ne c'heller ket poazañ ur menn e laezh e vamm. Ouzhpenn d'ar c'hudennoù diniver a sav da glask kompren al lezenn amjestr-se n'eus ket a vogalennadur en Torah, degaset int gant an hengoun dre gomz. A-bouez ruz eo evit an darn-mañ dre m'eo heñvel-mik ar ger hebraeg evit "laezh" ({{hebraeg|חלב}} ouzh ar ger evit "druzoni-loen" pa n'eus ket eus ar bogalennadur. Hep an hengoun dre gomz n'eus ket tu da c'houzout hag-eñ emañ an difenn gant meskañ kig ha laezh pe kig ha druzoni-loen.
* Lezennoù [[Chabat]] : Gant krizder ar c'hastiz kenkaz e vije torret ar Chabat - kastiz ar marv - e vije tu da grediñ e vije resis ar gourc'hemennoù da zoujañ dezho. Evelato eo roet ar brasañ eus an titouroù e-keñver an deiz-se e-barzh an Talmud ha levrioù all diwar-benn al Lezenn dre gomz.
Hervez testennoù rabinek klasel e oa bet treuzkaset an holl zanvez-se da Voizez war ar Sinai ha da c'houde eus Moizez da Israel. Difennet e oa d'ar mare-se da skrivañ al Lezenn dre gomz dre ma vije diglok kement skrid ha dañjer e oa da dreuzkompren anezho pe mont re bell gant an disklêriañ.<ref>{{he}} Talmud, Gittin 60b</ref>
 
== Daveoù ==