24 eurvezh ar Mañs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 71:
 
== Istor ==
=== Ar redadegoù kentañ (1923-1939) ===
Dalc'het e voe 24 eurvezh ar Mañs kentañ d'ar 26 ha 27 a viz Mae 1923 war hentoù-publik tro-dro d'[[ar Mañs]]. Da gentañ-penn e voe raktreset evel un darvoud war tri bloaz da lakaat an dud da c'hounit ar c'hib [[Rudge-Whitworth]] en ur sevel un oto gouest da vont ar pellañ war teir redadeg 24 eurvezh. Dilezet e voe ar soñj e [[1928]] ha lakaet e voe da drec'hour an oto az ae ar pellañ war ur redadeg 24 eurvezh. Blenierien, skipailhoù hag otoioù eus [[Frañs]], [[Breizh-Veur]] hag [[Italia]] a voe e penn an traoù, gant [[Bugatti]], [[Bentley]] hag [[Alfa Romeo]] evel ar merkoù gwellañ. Komañs a reas an otoioù da vezañ labouretoc'h e fin ar bloavezhioù 1930, gant Bugatti hag Alfa Romeo o lakaat otoioù kempennet e-keñver an aerodinamik da vont buanoc'h war [[linenn-reizh Mulsanne]]. Nullet e voe ar redadeg e [[1936]] abalamour da [[Talbenn ar Bobl (Frañs)|Dalbenn ar Bobl]] hag adarre e [[1939]] pa darzhas an [[Eil Brezel Bed]]. Ne zistroas ket ar redadeg e-pad dek vloaz.
 
=== Mestroniezh an diesel ===
E 2006, goude 5 trec'h gant e skipailh-eñ ha 6 gant e geflusker V8 turbo (dre v[[Bentley]]), e tivizas Audi ober un dae nevez gant an diesel, un teknologiezh ha oa bet implijet dija en Andur, met didrec'h.