Lise Diwan Karaez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: , → , (2) using AWB
D Un tammig istor
Linenn 1:
[[Skeudenn:LogoLiseDiwan.jpg|right|border]]
'''Lise Diwan Karaez''' eo al lise kentañ krouet gant [[Diwan]]. E [[Karaez-Plougêr]] emañ, e-kichen kastell Kerampuilh. Digoret e voe lise kentañ Diwan e miz Gwengolo 1994 er [[Ar Releg-Kerhuon|Releg-Kerhuon]] ([[Kerc'horr]]), evel ur seurt stagadenn eus [[Skolaj Diwan ar Releg]] (Skolaj Diwan [[Roparz Hemon]] en amzer-se). Kaset e oa bet da Garaez e miz Gwengolo 1999.
 
== Istor ==
Dibabet e voe al lec'h-se e 1998 gant Kuzul-Merañ Diwan diwar teir ginnagadenn (Brest ha Kemper a oa bet kinniget ivez). En un ti ar retretidi kozh, e-kichen aste Kerampuilh, e voe staliet. Labourioù reneveziñ a voe da vezañ konduet hag arc'hantaet gant [[Rannvro Breizh]]. Koulskoude e voe ret sevel ur "Bod herberc'hiañ Kerampuilh" evit resev [[yalc'had]]où zo ha merañ ar [[kouskva|c'houskvaoù]] hag ar [[kegin (pezh)|gegin]]. Implijet e vez al lec'hioù evit obererezhioù sevenadurel, pa vez serret ar c'hlasoù.
 
 
 
 
Brudet e krog al lise-mañ da vezañ dre ma vez disoc'hoù mat-kaer en arnodennoù ar vachelouriezh c'hall, ar feur trec'hiñ a vez bepred etre 90 % ha 100 % a loreidi (e [[2006]]: 96 % -- 100 % er rummad ''L'' -- 94% e 2003, 93% e 2004, 96% e 2005, 99% en 2007<ref> [http://www.linternaute.com/ville/ville/lycee/36621/finistere.shtml « Résultats du baccalauréat 2006 » des lycées du Finistère] ; [http://www.linternaute.com/ville/ville/lycee/22072/detail/lycee_diwan.shtml « Résultats au bac » du lycée diwan (Carhaix-Plouguer)] ; [http://indicateurs.education.gouv.fr/resultlyceeg.php?code=0292137R&annee=2006 résultats au baccalauréat du lycée privé de Carhaix-Plouguer en 2006] ; [http://www.lexpress.fr/services/lycees/lyceeg.asp?id=0292137R le taux de réussite au bac en 2006] de ''L'Express'' ; </ref>, 90% e 2008 <ref>[http://www.linternaute.com/ville/ville/lycee/22072/detail/lycee_diwan.shtml L'Internaute]</ref> tremen 98% e 2009 <ref>Le Télégramme, 14 juillet 2009</ref>.)
 
Hiziv an deiz ez eo meret gant ur genrenerezh : Loeiz Donal, Lomig Bosser-An Dren ha [[Paol Mingant]].
 
Krouet ez eus bet ur gevredigezh skolidi gozh anvet [[Diwanet]].
 
== Notennoù ha daveoù ==
<references />
Linenn 13 ⟶ 20:
[[Rummad:Skolioù Diwan]]
[[Rummad:Liseoù Breizh]]
[[Rummad:Diwan]]